Azerbaidjan (Azerbaijaneg: Azərbaycan, Azərbaycan Respublikası) a zo ur vro eus ar C'haokaz. Lec'hiet etre reter Europa ha mervent Azia emañ riblet gant Mor Kaspia war-du ar reter. Harzoù he deus gant Dagestan (Rusia) war-du an norzh, Jorjia war-du ar gwalarn, Armenia war-du ar c'hornôg hag Iran war-du ar su. Nac'hitchevan, un enezad eus Azerbaidjan he deus harzoù gant Armenia war-du an norzh ha Turkia war-du ar su. Rannvro Nagorno-Karabac'h he deus embannet bezañ dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.
Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eus Kuzul Europa eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.
Orin an anv
Bez ez eus meur a vartezeadenn diwar-benn orin anv Azerbaidjan. An hini voutinañ a zo e teu eus Atropates, ur satrap persat a savas ur rouantelezh dizalc'h, Atropaten hec'h anv, e gwalarn Iran. Atropates a dalvezfe "gwarezet gant an tan".
Posupl eo ivez e oa Azerbaidjan un eilstumm turkekaet eus Azarbaijan, diskrivadur arabek eus ar perseg Âzarâbâdagân "bro an tan", pe "bro an tan peurbad", ar pezh a dalvezfe da azeuldioù zoroastrek.
Hervez istorourien azerbaijanek 'zo e talvezfe Azerbaidjan "Bro ar Bobl Az Gadarn".
Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oa albaniz ar C'haokaz, ur bobl kaokazek he yezh. Goude e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.
Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e 1918 ez eas Azerbaidjan, asambles gant Jorjia hag Armenia d'un darn eus Republik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918. Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E 1920 e aloubas ar vro al Lu Ruz ha d'un darn eus republik soviedel Treuzgaokazia ez eas e miz Meurzh 1922. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e 1936 etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.
E 1990 manifestadegoù evit dieubidigezh ar vro a voe gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e 1991, avat, goude freuzadur an Unaniezh Soviedel. E-pad ar bloavezhioù kentañ e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan da vrezeliñ ouzh ar gouarnamant disrannidigel Nagorno-Karabac'h. N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azerbaidjan ha gant an div vro ez eus kudennoù armerzhel bras hag a repuidi.
Goude ar brezel e arnodas prezidant Heydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraoù eoul-maenek. War zigresk eo aet an dilabour met kudennoù politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marv Heydar Aliyev, e 2003, e voe dilennet e vab Ilham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.
Politikerezh
Ur republik brezidantel eo Azerbaidjan. Ar prezidant a zo dilennet evit pemp bloavezh hag envel a ra an holl izili eus kuzul ar vinistred. Al lezennoù a vez votet gant ur parlamant a 50 ezel dilennet gant ar bobl. E 18 vloaz eo oad-gour.
Dilennadeg 2003
Hervez ar C'huzul Kreiz Dilennel e tegemeras Isa Gambar, penn strollad pennañ an enebouriezh, 14% ar mouezhioù tra oa gant Lala Şövkat, penn an Emsav evit an Unvaniezh Vroadel 3,6% hepken. Hervez an OSCE, Kuzul Europa hag Human Right Watch e voe bet faozekaet an disoc'hoù.
Meur a aozadur etrevroadel dizalc'h hag a eveshae an dilennadeg o deus disklaeriet en-doa gounezet Isa Gambar. Hervez reoù arall e tlefed aozañ un eil tro.
E 2005 he deus Azerbaidjan aozet dilennadegoù lezennel. Un ezel eus Kuzul ar Gwirioù Denel nevez betek an 19 a viz Even 2006.
Rannet eo Azerbaidjan e 59 raion (rayonlar; unan. - rayon), 11 kêr (şəhərlər; unan. - şəhər) hag ur republik emren (muxtar respublika) Nac'hitchevan, hag a zo rannet e 7 raion hag ur gêr. Bakou eo kêr-benn Azerbaidjan.
Douarouriezh
Enderc'hel a ra Azerbaidjan 9 eus 11 kelc'hiad hinel ar bed. Sec'h eo gant hañvioù tomm ha goañvioù klouar. Hervez an amzer hag al lec'h e kemm an temperadur. E izeldirioù ar gevred ez eo 6 °C e-pad ar goañv ha 26° e-pad ar goañv hag e c'hell tizhout 32 °C e-pad an deizioù tommañ. Er menezioù ez eo an temperadur war-dro 12 °C e-pad an hañv ha -6 °C e-pad ar goañv.
Glav a ra etre 200 ha 400 mm bep bloaz. Ar biz eo ar rannvro sec'hañ tra ma'z eo kalz glepoc'h ar gevred el lec'h ma kouezh 1300 mm. An nevezamzer hag an diskaramzer eo ar prantadoù glepañ.
Armerzh
War ar greanterezh eo diazezet armerzh Azerbaidjan. Oberiañ ardivinkoù, an eoul-maen hag e burerezh, greanterezh ar gwiadoù hag ar greanterezh kimiek a ya d'ober anezhañ. Un trede eus ar PGB a brodu al labour-douar. Darn vrasañ ar feurmoù a zo douret. En izeldirioù e c'hounezer frouezhioù, edoù, koton, te ha butun. Preñv-seiz a vager ivez evit greanterezh ar gwiadoù. En uheldirioù e vager saout, deñved ha givri. Kaviar a broduer er Mor Kaspia.
A-drugarez d'an eoul-maen, hag a zo fonnus a-walc'h er Mor Kaspia, e kresk a 11% pep bloaz armerzh Azerbaidjan.
Demografiezh
War-dro 9 milion a dud zo en Azerbaidjan. 95% anezho a zo Azeriz. An Azeriz eo ivez minorelezh vrasañ Iran. Ar vinorelezh niverusañ eo ar Rused (1,8%). Niverusoc'h e oant kent an dieubidigezh met kalz anezho a zo divroet. Pobloù "dagestanek" bihan a vev a-hed an harzoù gant Rusia. Ar re bennañ eo al Lezgiz, an Avariz, hag an Dsakured. Kavout a reer ivez pobloù bihanoc'h evel ar Buduc'hed, an Udined, ar Gryted hag ar c'hinaluged.
Enderc'hel a ra Azerbaidjan strolladoù bihan a Jorjiz, Gurded, Dalyched, Datared hag Ukrainiz. War-dro Quba e vev an Dated, anvez ivez Yuzevien ar Menezioù, a gaver e Dagestan ivez. Kalz anezho a oa divroet da Israel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ daoust m'eo aet mentadur an dispartioù da c'houstadikoc'h. An Armeniz a oa niverus e-pad ar marevezh soviedel met tec'het ez int e-pad brezel Nagorno-Karabac'h. Hogozik an holl anezho a zo o chom er republik disrannidigel hiziv.
93,4% eus annezidi Azerbaidjan a zo muzulmiz. 85% anezho a berc'henn d'ar chiyiezh daouzekek. Muzulmaned Sunniek a gaver ivez, hag un nebeud a gristenien, ortodoksed armeniat dreist holl. An Dated e Quba hag un nebeud achkenazed zo yuzev.
An azeri eo yezh ofisiel Azerbaidjan. E familh ar yezhoù turkek emañ ha gant 95% eus poblañs Azerbaidjan ha 25% eus poblañs Iran e vez komzet. Ar yezhoù tostañ d'an azeri eo an turkeg hag an Turkmeneg. Un darn vras eus poblañs ar c'herioù a gomz rusianeg ivez.
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.