E Dahomey, war-dro an XIIvet hag an XIIIvet kantved e vev Adjaed war glanoù ar Mono, etre Tado hag Athieme. Diwezhatoc'h, e tilec'h ul lodenn eus ar meuriad-se war un tiriad nes evit diazezañ kêr Allada (Ardra pe Ardes). Goude un drailh evit ar galloud e vez krouet gant lod eus Adjaed Allada ur meuriad all e trowardroioù Abomey. Nebeut goude e vez dilezet Allada gant ur bagad Adjaed all evit krouiñ rouantelezh Djakin (pe Porto-Novo) war an aod
Kregiñ a ra pastored tutsi d'en em staliañ e reter Rwanda, e-tro an XIIIvet pe ar XIVvet kantved, el lec'h m'emañ diazezet c'hoazh labourerien-douar hutu ha chaseourien pigmeToua. E-kerzh ar c'hantvedoù da-heul e teujont a-benn d'ober o renkoù e-keñver an Hutued en ur feurmiñ dezho darn eus o chatal gant doareoù a lakaio an Hutued da dreiñ da served.
En em staliañ a ra pobladoù bantou en Angola a-vremañ. Dilec'hiañ a reont, evit darn, ar pobloù engenidik khoisa.
Madagaskar
Derc'hel a ra Indoneziz niverus d'en em staliañ war aod reter Madagaskar betek an XIIIvet kantved. Diouzh tu aod ar c'hornôg e kendalc'h ivez treuztiriadegoù an Afrikaned en hevelep doare. Gwelet Istor pobladur Madagaskar
Amerika
En he barr emañ sevenadur an Anasazied, deuet eus an norzh en hollad Pueblo ar c'hornôg (1200-1400). Savet e vez mogerioù pri uhel evit difenn ar c'hêriadennoù diouzh ar breizherien a bep seurt, marteze meuriadoù kantreerien Apach.
Azia
Anvet eo Genghis Khan, Temujin eus e anv ganedigezh, "Khan ar C'haned" gant ar meuriadoù mongol.
Diazezet eo rouantelezh ThaiSukhothai gant ar voudaegezh Theravada da relijion Stad. Diwezhatoc'h er c'hantved e vo sujet ul lodenn vat eus Stadoù Thailand, Laos, Myanmar, ha Malaysia hiziv an deiz.
Ren Angrok, roue damvojennel Singosari (Java). Kontet eo e droioù er Pararaton pe levr ar rouaned. Mab ur c'houer anezhañ e c'hall bezañ gwelet evel arouez an ersav Javanat a-enep da levezon India. Dont a ra er galloud goude bezañ lazhet ar roue Kadiri; dimeziñ a raio gant e intañvez.
Skoulmañ a ra shogunJapan darempredoù gant Ainoued enez Yeso (Hokkaido). Aozet dre vagadoù tud, ez eus gant an Ainoued ur sevenadur dezho o-unan a vez eztaolet dre ar Yukar, anezhañ barzhoneg danevellek ar vroad.
E-tro 1200, ez a an darn vrasañ eus ar gouerien d'ober served e Frañs. E-kerzh an XIIIvet eo rediet ar vistri da zistardañ o c'habestr war an dud abalamour da ziorroidigezh an armerzh. Roet e vez o frankiz d'an dud a-unanoù pe a-stroll. Ne sell mui ar servelezh nemet ouzh ar re baourañ-tout.
Savet e vez ar c'hêriadennoù kentañ er c'hoadoù (ar Waldhufendorf) e kornioù an Alpoù adal 1200. En em ledañ a reont a-hed un hent gant parkerier a-skouer gantañ. Savet e vezont gant served kouerien a vez kinniget dezho doareoù emsavoc'h gant kartaoù trevadenniñ.
E Bohemia eo merket ar c'hantved gant ur c'hresk bras war an niver a dud. Kreizennet betek-neuze e diazad an Elba (Polabí), strujus-tre evit al labour-douar, e krog an dud da zifraostañ an takadoù meneziek a-zevri. Kaset e vez an difraostañ da benn gant trevadennerien alaman dreist-holl deuet eus Thüringen, Souabia, Saks pe Aostria. Krouet e vez kêriadennoù dre gevratoù skrivet etre an aotrounez hag an drevadennerien. Gwarantet e vez dezho ar gwir hêrezh war an douaroù. Renet gant an trevadenner pinvidikañ (rychter pe šule), e kasont war-raok er plaenennoù ar Stuziañ trivloaziek implijet gant ar C'hermaned; labour ar mengleuzioù a chom ar binvidigezh vrasañ koulskoude.
War-ziorren ez a ar c'hêrioù e Polonia ivez gant staliadur marc'hadourien alaman e Krakovia, Wrocław, Poznań, Gdańsk, hag all. Degas a reont ganto ar gwir alaman a orin eus Magdebourg ha mont a reont d'ober ar vrientinelezh tra ma chom mestr Poloniz war an artizanelezh hag ar servijoù. Dont a ra a-benn ar c'heodedoù-se da gaout gwirioù dreistordinal : gallout a reont dilenn ur maer ha n'int dalc'het na gant an tailhoù na gant rediennoù milourel. Kenwerzh bras zo a-hed ar Vistul a ya drezi ar varc'hadourezh hungarat (gwin, kouevr) betek Gdańsk, a ezporzh d'he zro ed Polonia. Cheñchamant zo e tres ar c'hêrioù : diwar wel ez a ar c'hcastrum hag ar suburbium hag en em zispakañ a ra plasenn ar marc'had hedet gant ostel an ti-kêr.
Kerkent hag e deroù ar c'hantved e vez dalc'het foar Skanör (Skania) d'ar c’houlz ma tremen an harinked eus an eil mor d'egile. Marc'hadourien Lübeck a zegas hag a werzh holenLunebourg evit mirout ar pesked a vez ezporzhiet etrezek broioù ar su. Fonnus e kaver marc'hadourien alaman d'o zro da gentañ ivez, heuliet war-lerc'h gant ar Saozon ha Nederlandiz a grog da dremen hebiou da veg Skagen (Umlandsfahrer, "cirumnavigatores") adal kreiz ar c'hantved. Ouzhpenn an harinked hag an holen e ves eskemmet produioù all er foar : holen, houarn Stockholm, bier Lübeck, traezoù pakañ, kerdin, tonelloù, gwiadoù an Izelvroioù ha produioù oberiet all.
Kroget kerkent hag en eil hanterenn an Patrom:XIIvet kantvet e kendalc'h ur renkad Brientinien d'en em stummañ en holl veuriadoù mongol ar stepennoù a-hed ar c'hantved. An noïned a vez graet anezho ha lakaet e vez dezho anvioù diforc'h evel ba gatour (hael, kalonek), böki (kreñv, galloudek), bilgaï (fur), setchen (gouiziek), merguen (gwareger peurvat). Brezeliañ a ra ar meuriadoù kenetrezo dizehan ha war gresk ez a galloud armerzhel Pennoù ar c'hlanoù trec'h. Muioc'h-mui a sklaved o deus hag ec'honoc'h eo o feurvanoù. Ar re drec'het, an ounagan bogol, a ra war-dro chatal ar meuriadoù e penn ha dispenn a reont roudoù ar jiboez e-pad an abadennoù chase aozet da live ar vro. Dont a ra an nuker, anezho izili koskor ar C'han, da vezañ nerzh armet mac'homerezh ar muianiver.
Merkañ a ra an tremen eus perc'henniezh stroll ar chatal hag ar peurvanoù gant ar c'hlanoù (kuren) da berc'henniezh prevez ar familhoù (aïl) penn-kentañ ar feodadelezh kantreat. Sujet eo ar vesaerien frank gant o aotrou, perc'henned (edjen) an domani hag ar peurvanoù (noutoug). Chom a ra diazezet armerzh an aïl war an emvastañ met ne vir ket ouzh an trok gant ar pobloù annezet amezek da vont war-raok (eskemmet e vez chatal ouzh produioù oberiet).