Ne oa ken daouzek vloaz pa voe kurunennet d'an 29 a viz Du1226 e Reims gant eskob Soissons, Jacques de Bazoches. E vamm, Blanca de Castilla a renas en e lec'h gant an titr a « baillistre ». E-pad pell e viro ul levezon bras war ar galloud, betek 1242 marteze, en tu all da oad gour ar roue d'an nebeutañ, deut da vezañ gour en un doare ofisiel adalek ar 25 a viz Ebrel1234.
Notenn: Yann Joinville a voe e vuhezskridour pennañ (Buhez sant Loeiz) hag unan eus an testoù pennañ da vare e brosez santelezhadur. Eñ an hini a zanevellas, da skouer, e veze rentet ar justis gant Sant Loeiz dindan ur wezenn-derv :
« Meur a wezh e-pad an hañv ez ae da azezañ e koad Vincennes goude e oferenn, e harpe e gein ouzh ur wezenn-derv hag e lâre deomp koazeañ en-dro dezhañ. Hag an holl o doa un diastaer bennak a zeue da gomz gantañ hep bezañ harzet gant un ucher pe unan bennak all. »
Hervé Pinoteau (testennoù) ha Claude Le Gallo (skeudennoù), Saint Louis : son entourage et la symbolique chrétienne, Lathuile : éditions du Gui, 2005, 240 p. (ISBN 2-9517417-4-X)