Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Bro-C'hall ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn.
Ar ger Frañs a zeu eus an anv gallek France, deuet eus an anv Francia, ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1].
An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia hag Alamagn. Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren(Daveoù a vank).
Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ France e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozeet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar XVvet kantved[1].
Hiziv hon deiz e talvez Frañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.
En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.
Ar yezhoù oïl (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)
Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.
A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...
Armerzh
E-barzh Kenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. An euro eo ar moneiz abaoe 1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e parelezh galloud-prenañ e 2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.