N'oa ket bet skouriekaet stumm skrivet a-raok 1968 diwar atiz an Ertzaindia a zo un atebegezh ofisiel ganti (un akademiezh roueel eo). Prientet e voe kinnigadennoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a dalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da geñver an 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war zu re Gipuzkoa. An euskareg skouer a vez graet an euskal batua hag e vez implijet ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h mui er mediaoù.
Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.
Da skouer :
Martinek egunkariak erosten dizkit
Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din.
Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger-(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.
Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.
Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:
Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.
Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer:
lore ("bleunienn") diwar florem;
gela ("kambr") diwar cellam.
Gerioù ha frazennoù skouer:
Bai = Ya
Ez = Nann
Kaixo!, Agur! = Salud!
Agur!, Adio! = Kenavo!
Ikusi arte = Ken 'vi gwelet!
Eskerrik asko! = Trugarez!
Egun on = Demat
Mesedez = Mar plij
Barkatu = Digarezit ac'hanon
Komunak = Privezioù
Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù?
Non dago tren-geltokia? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn?
Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ al leti tostañ?
Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr)
Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
Ez dakit euskaraz = Ne gomzan ket euskareg
Ba al dakizu ingelesez? = Ha komz a rez saozneg?
Zein da zure izena? = Pe anv out?
Ongi etorri! = Degemer mat!
Egun on denoi = Demat d'an holl!
Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez! (d. s. goude Kaixo pe Egun on)
Jakina! Noski! = Mat eo!
Nongoa zara? = Eus belec'h out?
Non dago...? = E pelec'h emañ...?
Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg?
Bai ote? = Dam ya 'ta?
Bizi gara! = Bev omp!
Bagarela! = Ni ivez (respont)
Topa! = Yec'hed mat!
Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ!
Geldi! = Paouez 'ta!
Lasai = Rez ket bil
Ez dut nahi = N'em eus ket c'hoant
Levrlennadur
KOSTIOU Jeremi, EhKz, ur media evit ar yaouankiz, e-barzh Ya !, niv. 441, miz Du 2013, p. 3.
KOSTIOU Jeremi, Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn, e-barzh Bremañ, miz Mae 2014, n°391.
Breuddwydion yn y Gogledd / Huñvreioù en hanternoz skornet (Ametzak iparralde izoztuan) gant Bernardo Atxaga troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 31 rhif 49, Eost 2008