Nafarroa Beherea (a-wechoù Baxenabarre) en euskareg, Navarra-Izel e brezhoneg, eo anv al lodenn eus rouantelezh kozh Navarra a zo en hanternoz d'ar Pireneoù, hag a zeuas da vezañ ur rouantelezh distag er XVIvet kantved pa voe distaget diouzh Navarra, a voe lakaet e departamant ar Basses-Pyrénées e 1790. Bez' ez eo unan eus ar seizh proviñs a ya d'ober Euskal Herria, hag unan eus an teir a zo en Iparralde, etre Lapurdi ha Zuberoa.