*Diwar-benn Nafarroa Uhel, pe Navarra Uhel, eo ar pennad-mañ. Evit kement Nafarroa pe Navarra all, sellit ouzh Nafarroa (disheñvelout).
Navarra, e brezhoneg[1] hag e spagnoleg, Nafarroa en euskareg, pe Navarra Uhel, Nafarroa Garaia en euskareg, eo ar vrasañ eus ar 7 proviñs a ya d'ober Euskal Herria (Spagn). Ur gumuniezh emren zo anezhi hec'h-unan ivez. Iruña pe Iruñea (Pamplona e spagnoleg) eo ar gêr-benn.
An anv
Kumuniezh Forel Navarra (Comunidad Foral de Navarra en spagnoleg, Nafarroako Foru Erkidegoa/Komunitatea en euskareg) zo unan eus 17 kumuniezh emrenSpagn, dezhi ur statud a emrenerez abaoe 1982.
Yezh ofisiel Nafarroa eo ar c'hastilhaneg.
An euskareg avat zo yezh ofisiel en euskaregva, en hanternoz ar vro, un tamm evel e proviñsoù Euskadi. Rak rannet eo Nafarroa e teir rannvro yezhel, hervez al lezenn, al Ley Foral del Vascuence, eus 1986, pe Lezenn Foral 18/1986 eus ar 15 a viz Kerzu 1986 diwar-benn an euskareg[2]), al lezenn a ro ur statud d'an euskareg er vro.
Diwar 272 kumun Nafarroa:
64 gumun zo en euskaregva, en hanternoz, ma'z eo kenofisiel an div yezh
98 kumun zo er rannvro gemmesk, ma kaver servijoù divyezhek evit an euskaregerien,
110 kumun zo er rannvro kastilhanek ma n'eus nemet ar c'hastilhaneg da yezh ofisiel. N'eo ket anavezet an euskareg.
Pa vez kenofisiel ar yezh eo anavezet gwir ar c'heodedour d'ober gant an euskareg ouzh ar velestradurezh.