Burkina Faso zo ur stad eus kornôg Afrika, e diazad ar stêr Volta. Emañ etre Mali er c’hornôg, Niger er reter, Benin er gevred, ha Togo, Ghana hag Aod an Olifant er c’hreisteiz. Ouagadougou eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ. Talvezout a ra anv ar vro kement ha "bro an dud onest".
A-gozh eo annezet ar vro, pa gaver roudoù eus mab-den enni ken abred ha 7000 kent J.K. Er XVvet kantved e teuas da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh Songhai, unan eus galloudoù bras ar rannved-se, daoust da enebiezh ar bobl Mosi a oa o chom eno. E dibenn an XIXvet kantved e tremenas rouantelezh Mosi Ouagadougou dindan beli Bro-C'hall.
E dalc'h Bro-C'hall e voe betek 1960, dindan an anv Volta-Uhel, diwar anv ar stêr Volta a dremen dre ar vro. Dizalc'h e teuas Volta Uhel da vezañ e 1960, hag e miz Eost 1984 e voe advadezet Burkina Faso gant ar prezidant Thomas Sankara. Met homañ a voe drouklazhet e 1987 ha kemeret e voe ar galloud dre ur putsch gant Blaise Compaoré a voe prezidant ar Republik betek 2014. Goude bloavezhioù diaes eo deuet bremañ ar vro da vezañ un demokratelezh. Chom a ra unan ar re baourañ er bed avat.
Un hin drovanel he deus Burkina Faso. Daou goulz-bloaz a zo : hini ar glaveier, etre Mae/Mezheven ha Gwengolo, hag ar c'houlz-bloaz sec'h e-kerzh ma c'hwezh an harmattan, un avel tomm ha sec'h a zeu eus ar Sahara.
Lammoù-dour Karfiguela, mervent ar vro.
Goloet eo al lodenn vrasañ eus ar vro gant an argompezenn, gant ul leur plad ha livet alies en okr gant al laterit a zo ennañ. Er Mervent ez eus un torosad kragek lec'h ma kaver beg uhelañ ar vro, an Tenakourou (749 m).
E-barzh tri diazad emañ stêrioù ar vro dreist-holl : hini ar Volta, hini ar g-Komoe hag hini an Niger.
An muiañ niver a dud zo analfabetek e Burkina Faso. An analfabetegezh a sko muioc'h ar merc'hed. Hervez al lezenn eo ret skoliata ar vugale etre 6 ha 13 bloaz.