Stad Somalia hiziv zo gwall vresk he galloud. Evit gwir n’eus anezhi nemet war baper : anavezet eo ar gouarnamant en estrenvro, met n’en deus tamm krog ebet war lodennoù bras eus ar vro.
E meur a gorn emañ ar galloud etre daouarn gouarnamantoù lec’hel : Puntland, Maakhir, Galmudug, ha Joubaland a anzav dreistbeli ar gouarnamant kreiz, hogen Somaliland he deus embannet e oa distag bremañ diouzh Somalia.
Al lodenn eus ar vro zo meret gant ar gouarnamant kevreadel da c’hortoz
Er c’hreisteiz eo gwan mestroni ar gouarnamant war ar vro e gwirionez, ha strolladoù armet a bep seurt a vez o’n em gannañ da astenn o galloud, abaoe dibenn ar bloavezhioù 1980 hag abaoe m’eo bet diskaret ar prezidant kozh Maxamed Siyaad Barre e 1991.
E dibenn 2006 e oa bet aloubet ar vro gant arme Etiopia evit adsevel an urzh hag ar peoc’h, met kenderc’hel a ra an emgannoù er vro, bet aloubet gant hec’h amezegez vras.