Savet e voe ar stad-se gant tud bet sklaved er Stadoù-Unanet ha bet dieubet en XIXvet kantved. Adalek 1822 e teuas an dud-se eus Amerika d’ober o annez eno, gant skoazell gouarnamant ar Stadoù-Unanet. Savet e voe ar stad nevez e 1847 ha roet e voe dezhi an anv ‘’Liberia’’ da lavaret e oa ‘’bro an dud dieub’’. Met an darn vrasañ eus annezidi ar stad nevez oa tud genidik eus Afrika, hag an dud deuet eus ar Stadoù-Unanet ne oa nemet un niver bihan anezho.
Nevesoc’h zo he deus gouzañvet Liberia diwar brezelioù diabarzh (1989-1996 ha 1999-2003) o deus kaset kuit miliadoù a dud eus o zi hag o deus distrujet an armerzh, diazezet dreist-holl war an ezporzhiañ houarn ha diamantoù.
Yezhoù
Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met n’eus nemet un drederenn eus an dud a oar ar yezh-se. Un ugent yezh bennak all a vez kaozeet gant an dud all.