1 An istimadur-se a ra stad eus ar verventi dleet d’ar SIDA, zo uhel-mat er vro.
Rwanda zo ur vro e-kreiz Afrika. Harzoù he deus gant Ouganda en norzh, Burundi er su, Tanzania er reter ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg (al lenn Kivu eo a ra ar vevenn gant ar vro-se, dreist-holl). Poblet-stank eo, gant 9 milion a dud, ha bez eo unan eus ar broioù pobletañ en Afrika, a-fet stankter. Lesanvet eo "Bro ar Mil Torgenn", abalamour d’he zorosennadur (Pays des Mille Collines e galleg, Igihugu cy'Imisozi Igihumbi e kinyarwanda).