Ur parlamant unkambrek anvet ar Saeima he deus Latvia, kant sez ennañ. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar barlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun.
Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit pevar bloavezh (gallout a reer bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.
Gant ar prezidant e vez anvet ar C'hentañ ministr a ra, a-gevred gant e vinistred, galloud-oberiañ ar gouarnamant.
Rannoù melestradurel
Rannet eo Latvia etre peder rannvro istorel hag o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :
Betek 2009 e oa isrannet ar vro e c'hwec'h kanton warn-ugent (rajon a veze graet anezho) ha c'hwec'h kêr gant reolladurioù ispisial dezho (Lielpilsēta). Bremañ eo rannet ar vro e kant dek munisipaliezh (novads) ha nav c'hêr Republik (republikas pilsētas). An novadi (liester novads) a zo bet savet dre unvaniñ ur gêr gant pagasti, liester pagasts kumun diwar ar maez, pe dre unvaniñ pagasti.
Komzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik. Ar ruseg eo yezh-vamm 34 % eus an dud. Al Livoneg a zo anavezet gant ar stad ha gwarezet gant al lezenn. Al latgalianeg a zo gwarezet ivez, met lakaet e vez alies da vezañ ur rannyezh eus al latveg.