Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.
E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AKDE, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).