Timor ar Reter, pe Timor-Leste (diwar hec'h anv e portugaleg) (Timór Loros'ae e tetoumeg), ent-ofisiel Republik demakratel Timor ar Reter, a zo ur vro eus Azia. Ouzh hec'h ober emañ lodenn reter enez Timor, inizi Atauro ha Jaco hag Oecusse, un enklozadenn lec'hiet e lodenn gornaouek an enez hag a zo rieget gant Indonezia.
Dili eo he c'hêr-benn.
Un drevadenn e dalc'h Portugal e oa, bet staget dilezenn gant Indonezia e 1976 goude bezañ bet aloubet gant armeadoù homañ e miz Kerzu 1975. Ne oa ket bet degemeret an dra-se gant ABU. Deuet eo da vezañ dizalc'h e 2002 goude ma oa bet aozet ur referendom gant ar Broadoù-Unanet e 1999.