Siria (Arabeg : سوريا), Republik Arab Siriat (Arabeg: الجمهورية العربية السورية) hec'h anv ofisiel, a zo ur vro er Reter-Nesañ. Harzoù he deus gant Liban war-du ar c'hornôg, Israel war-du ar mervent, Jordania war-du ar su, Irak war-du ar reter ha Turkia war-du an norzh. Israel a zalc'h uheldirioù ar Golan e mervent ar vro hag ur rendael he doa Siria gant Turkia a-zivout proviñs Hatay betek n'eus ket pell 'zo.
Enklaskoù arkeologiek o deus diskouezet eo Siria kavell ar sevenadurioù koshañ. War-dro keoded Ebla, dizoloet e 1973, en em astenne un impalaeriezh semitek vras a dizhe he harzoù Turkia en norzh hag ar Mor Ruz er reter etre 2500 kent J-K ha 2400 kent J-K.
Damask a zo unan eus ar c'hêrioù koshañ er bed gant Varanasi ha Jeriko. Diazezet etre 8 000 ha 10 000 bloavezh 'zo hag atav eo bet annezet abaoe. Gant ar vuzulmaned e voe aloubet e 636, goude emgann Yarmouk, ha da gêr-benn an impalaeriezh Omayad. Kêr-benn ar bed islamat e chomas betek 750 pa gemeras Baghdad he lec'h.
D'ur gêr-benn broviñsel eus impalaeriezh ar vamlouked ez eas e 1260 ha distrujet e voe e 1400 gant Tamerlan a gasas un darn eus hec'h annezidi da Samarkand. Adsavet e voe ha kenderc'hel a reas da vezañ ur gêr-benn betek 1517 pa voe kemeret gant an Impalaeriezh otoman. Homañ a gontrollas anezhi betek 1917, war-bouez etre 1832 ha 1840 pa voe dalc'het gant Egipt.
Mandad gall
Kontrol an Impalaeriezh otoman a echuas pan antreas nerzhioù an Emsavadeg Arab e Damask e 1918, e fin ar brezel-bed kentañ. Ur rouantelezh arab dizalc'h a voe savet, Faisal he roue. Ne badas ket pell e ren, avat ha ret e voe dezhañ mont kuit pa aloubas ar C'hallaoued Siria d'an 23 a viz Gouere 1920 da rediañ ar mandad a oa bet roet dezho gant Kevredad ar Broadoù. Goude emgann Maysalun etre al lu siriat renet gant Yusuf al-Azmeh ec'h antreas an arme c'hall e Damask d'ar 24 a viz Gouere 1920.
Gant un diorroadur armerzhel hag un arnevezadur eus an isframmioù e voe merket maread ar mandad. Ar santimant broadelour a greskas, avat, hag emsavadegoù niverus a darzhas, an holl anezho gwasket a-benn-krak.
Goude faezhidigezh Frañs e 1940 ez eas ar vro dindan kontroll gouarnamant Vichy. He mirout a ra betek an aloubidigezh saoz (skoazellet gant ar C'hallaoued dieub) e miz Even 1941. Oberiantiz ar vroadelourien siriat a redias Frañs da dennañ kuit e soudarded e miz Ebrel 1946. Lezel a reas ar galloud etre daouarn ur gouarnamant republikan strollet e-pad maread ar mandad.
Frankiz
Ur feur-skrid a varc'hatas Siria gant Frañs e Gwengolo 1936. Mohammad Al-Abid a oa ar prezidant kentañ da vezañ dilennet gant ur vonreizh tost a-walc'h ouzh hini Frañs. Homañ a nac'has kadarnaat ar feur-skrid ha mirout a reas soudarded e Siria betek 1946. Shukri al-Quwatli a voe dilennet da brezidant pa voe roet he frankiz (dindan gwarez Frañs) d'ar vro goude ma voe bet kaset kuit soudarded Vichy. Kalz trubuilhoù a oa, avat, goude aet kuit al lu gall.
Ur roll bihan a zo bet c'hoariet gant Siria er brezel-se. Er c'hontrol eus ar pezh a greder alies ne oa ket pal ar pennoù arab distruj Israel. Abdullah Iañ eus Jordania hag Abdul Aziz eus Arabia Saoudat na gasjont nemet nerzhioù arouezek ha klask a raent da sioulat o fobl kentoc'h eget adkemer krog war Israel. Farouk Egipt a voe an hini nemetañ a glaskas, en un doare sirius, adkemer Palestina. Liban, Siria hag Iraq n'o doa ket tuioù da vrezeliñ.
E Mae 1948, just kent ma kasas Siria soudarded e Palestina n'he doa nemet 4 500 a dud barrek da stourm hervez ar servijoù kuzh saoz. Hervez Glubb Pasha ne oa nemet 3 000 anezho hag hervez ar CIA ne c'helle ket Siria lakaat prest en tu-hont da 2 500 a dud.
Faezhet e voe Siria e kêriadenn Samakh ha kibbutzim Degania A ha B war-du su al lenn Tiberiad, met gouest e voe da zerc'hel ur vandenn douar strizh e-kichen an harzioù hag e biz Palestina, war-dro Dan, ha teir enezennad e su, kreiz ha norzh Palestina. Skoazell an ALA a nac'has, avat, ar pezh a aotreas an Israeliz d'he diarbenn ha d'he c'has en tu arall d’an harzoù.
Taolioù-stad
Goude faezhidigezh 1949 e voe gwanaat ar gouarnamant gant un heuliad taolioù-stad hag e miz-du 1949 e kemeras Adib Shishakli ar galloud. E 1951 en em embannas prezidant goude dilennadegoù falset ha divodañ a reas ar parlamant.
Ne voe ket an unvaniezh ur berzh avat. Goude un taol-stad nevez d'ar 28 a viz Gwengolo 1961 ec'h adgemeras ar vro he frankiz. An distabilder a gendalc'has avat betek ma stalias un taol-stad nevez ur strollad ofiserien eus an tu-kleiz er galloud : Kuzul Broadel ar Gourc'hemenn Dispac'hel. Gant ar Strollad Ba'ath e oa renet ar gouarnamant nevez.
Ar Strollad Ba'ath a gemeras ar galloud en Iraq miz diwezhatoc'h ha kendivizioù a voe etrezi, Siria hag Egipt da adkrouiñ ur riez arab unanet. Ur referendom a zlee asantiñ d'an unvaniezh met ur raktres e chomas ha netra all. Eus an atroperezhioù ez eas kuit Egipt hag e miz Du 1963 e voe kaset kuit ar Strollad Ba'ath eus ar galloud en Iraq. E miz Mae 1964 ec'h aozas prezidant ur vonreizh hag envel a reas ur parlamant. Kaset kuit e voe e 1966, avat, gant un taol-stad aozet gant ur c'havailh eus ar Ba'ath.
Ar gouarnamant sokialour lakaet er galloud gant taol-stad 1966 a voe gwanaet gant faezhidigezh 1967 a-enep Israel. E-pad ar Brezel a c'hwec'h devezh ec'h aloubas homañ ziwezhañ ar Golan a zo dalc'het ganti c'hoazh hiziv.
C'hwitadenn an hanterourañs siriat e-pad enkadenn "Miz Gwengolo Du" a atizas ar bec'hioù e-barzh ar gouarnamant siriat ha d'ar 13 a viz gwengolo 1970 e voe kemeret ar galloud gant ministr an difenn, Hafez al-Assad.
1970 - 2000
Soliad ar galloud
Goude e daol-stad e savas Hafez al-Assad ur frammadur nevez evit ar vro. Ur parlamant nevez a voe anvet gant 87 eus an 123 sez dalc'het gant izili ar Ba'ath. Ar rest a voe rannet etre "renkadurioù poblek" hag un nebeud strolladoù bihan. E miz Meurzh 1971 e talc'h ar Ba'ath e gendalc'h rannvroel ha dibab a ra ur c'huzul gourc'hemenn ranvroel nevez. Ur referendom a gadarna ar ren nevez hag ur vonreizh nevet a voe savet e 1973.
Brezel ar C'hipour
E 1973 ec'h argasas Siria Israel asambles gant Egipt da adkemer ar Golan. Goude un nebeud berzhioù e voe faezhet al lu siriat gant ar arme israelat. Atroperezhioù bleniet gant Henry Kissinger a aotreas ar vro da adtapout un darn eus tachenn Siria ar pezh a livas ar gouarnamant evel un trec'h. Adalek 1973 eo sioul a-walc'h an talbenn zoken ma n'o deus ket sinet an div vro ar peoc'h.
Hanterourañs e Liban
O koll brezel diabarzh Liban e oa ar gristenien varonek e 1976. D'o saveteiñ e kasas Siria 40 000 soudard met d'empleget er brezel ez eas buan tre. E-pad tregont bloavezh e viro Siria soudarded e Liban. E-pad ar pemzek bloavezh-se ma pado ar brezel diabarzh e stourmas Siria evit kontrolliñ ar vro ha disfontañ galloud Israel er c'hreisteiz. Goude diskar ar Jeneral Aoun e redias Siria ar c'habaloù libanat da sinañ emglev Taif e 1989.
Siria a voe rediet da vont kuit eus Liban e 2005 goude muntr ar ministr kentañ Rafiq Al-Hariri.
Kinnigoù ouzh ar ren
Div wech e voe klasket diskar ren aotrouniek Hafez Al-Assad. Etre 1976 e 1982 ec'h enebas ar Breudeur Muzulman outañ. Daelañ a rae likter ar strollad Ba'ath ha galloud an Alawied a gavent disivouder. E 1982 en em emsavas ha derc'hel a rejont Hama e-pad un nebeud devezhioù. Gant a lu e voent gwasket, avat.
E 1984 e klaskas Rifaat al-Assad, breur da Hafez Al-Assad, kemer ar galloud gant skoazell an nerzhioù surentez a oa kontrollet gantañ tra ma oa e vreur en ospital. C'hwitañ a reas war e daol ha mont en harlu a voe ret dezhañ.
Brezel ar Pleg-mor
E-kerzh Brezel kentañ ar Pleg-mor e kemeras Siria perzh. Goude faezhidigezh Saddam Hussein e kemmas, evit ur c'houlzad, Siria he folitikerezh e-keñver Israel hag ar broioù arab arall. Kendaelioù a grogas gant Israel met c'hwitañ a rejont.
Marv Hafez al-Assad
D'ar 10 a viz Even 2000 e varvas Hafez al-Assad goude 30 bloavezh er galloud. Un nebeud eurvezhioù goude e varv e cheñchas ar parlamant ar vonreizh da aotren e vab Bashar al-Assad da zont da brezidant nevez. Kadarnaet e voe e anvidigezh gant ur referendom d'ar 10a viz Gouere 2000.
2000 - bremañ
En e brezegenn gentañ dirak Kuzul ar Bobl, d'ar 17 miz Gouere 2000 e prometas Bashar al-Assad adreizhadurioù politikel hag e-pad ur prantad a anvor "Nevezamzer Damask" (gouere 2000 - c'hwevrer 2001) e krogas izili an enebouriezh zemokratel da vanifestiñ. O oberiantizoù a waskas ar gouarnamant zoken ma chom nebeutoc'h mac'hus eget dindan ren Hafez Al-Assad. Aotret e oa bet a internet hag ar pellgomzerien hezoug hag un nebeud strolladoù-enebouriezh a voe bet savet.
Monet a reas an traoù war-gil buan a-walc’h o vezañ ma c’houlenne an eneberezh politikel re a araokadennoù ha m’en doa aon Bashar al-Assad, levezonet sur mat gant "gward kozh" ar strollad Baath, evit stabilded e vro.
Merket e voe pennrenerezh Bashar al-Assad betek 2011 gant emdennadeg an arme sirian diouzh Liban etre 2001 ha 2005 hag an tamalloù a-zivout marv Rafic Hariri.
Da geñver (pe un tammig da heul) an nevez-amzer arab e savas e vouezh hag en em savas ul lod ag ar boblañs a-enep d’ar renad baathour adalek miz Meurzh 2011 (er c’hêrioù bras). Taget e voe savadurioù ofisiel ha re ar strollad. Bashar a c’hourc’hemennas neuze ma voe moustret an emsavadeg (kalz a sunnaaded a gemer perzh enni). Evit respont d’ar gostezenn enep ec’h aozas aduidi ar renad manifestadegoù bras o tiskouez splann an dispartioù politikel, kenelel ha diwar gredenn (meur a relijion zo e Siria) e-mesk ar Sirianed. E 2013 e seblant an traoù bout stanket da vat gant ur brezel-diabarzh krisoc’h-krisañ hag ur pouez brasoc’h eus an islamouriondjihadour e-mesk an eneberezh milourel. Evit ul lodenn vat ag ar boblañs e vir Bashar al-Assad gwirioù ar minorelezhioù gourdrouzet herveze gant ar muianiver sunnaat.
Proviñsoù Siria
E 14 gouarneriezh pe muhafazat (unander: muhafazah). Gant ur gouarner anvet gant ar Prezidant goude ur c'hinnig eus Ministr an Diabarzh. Gant ur c'huzul dilennet eo skoazellet-eñ.
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.