Notenn : arabat eo droukkemer ar Rouantelezh-Unanet gant Bro-Saoz, unan eus ar broadoù pennañ a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.
Daoust d’ar pezh a greder alies he deus ar Rouantelezh-Unanet ur Vonreizh. Hogen n’emañ ket-houmañ, e stumm un dastumad berr ha kempoell a velladoù, evel ma voe diwanet diwar skridoù prederourien c’hall an {{XVIIIvet kanved]] (Montesquieu pergen), hag evel m’eo savet lodenn vrasañ ar bonreizhoù hiziv an deiz er bed. An degouezh-mañ zo boutin a-walc'h evit skridoù bet embannet a-hed an Istor (Karta Veur e 1215, Disklêriadur ar Gwirioù e 1689 hag all).
Ur rouantelezh parlamantel eo ar Rouantelezh-Unanet : ur roue pe ur rouanez a vez laket e Penn ar Stad. Arouezius pe lidel eo e c’halloudoù. An Tevezeg, dezhañ da anv "Kentañ Ministr" (Prime Minister), eo rener gwirion ar galloud oberiañ. Emañ hemañ lakaet e penn ar Gouarnamant, ha bepred e vez anvet d'ar post-se, gant ar roue, an den a zo e penn ar strollad politikel aet gantañ an trec’h da vouezhiadeg ziwezhañ da Di ar C’humunioù (House of Commons).
Rannet e div gambr eo ar Parlamant Breizhvreurat : c’hoarvezout a ra eus Ti ar C’humunioù, dilennet d’ar mouezhiañ hollek evit 5 bloaz, ha (House of Lords), ennañ tud o tont eus familhoù brientin.
Tri sistem lezennoù diforc’h zo er Rouantelezh-Unanet : al Lezenn saoz (English Law), a vez lakaet da dalvezout e Bro-Saoz hag e Kembre, al Lezenn norzhiwerzhonat (Northern Ireland Law) evit Norzhiwerzhon, hag al Lezenn skosat, ur sistem kemmesket diazezet war pennaennoù ar c’hommon laws hag ar civil laws, evit Bro-Skos. An Akta Unaniezh, bet sinet e 1707, a warant sistem lezennoù distag hag emren evit Bro-Skos.
Hous of lords eo al lez uhelañ evit barn ar vuntrerien hag an dorfedourien e Bro-Saoz, Kembre ha Norzhiwerzhon, hag evit barn an dorfedourien hepken e Bro-Skos.
Kemmoù nevez zo bet degaset nevez zo er Vonreizh hag e-se e vo treuzkaset galloudoù Ti an hous of lords da Lez uhelañ ar Rouantelezh-Unanet.
Ouzhpenn d'an daou strollad-se — e kaver strolladoù arbennik Kernev-Veur, Kembre, Manav, Bro-Skos ha Norzhiwerzhon — strolladoù ha n’eo ket dister o levezon :
Ezel eo ar Rouantelezh-Unanet eus Kuzul Europa, ar G8, ar G20, ABU, an AFNA, ar C’hommonwealth hag AESD. Ar galloud nukleel zo gant ar RU, e-se eo ivez ur galloud milourel kreñv war tachenn ar bed, ha n'eo ket dister, p'eo bet gouest da zelc'her penn ouzh Alamagnnazi e 1940-45 ha kas meur a rejimant da vrezelioù Irak e 1991 ha 2003.
Levezon bras he deus bet gwechall, ar Rouantelezh-Unanet er bed a bezh, bet e-pad pell an Impalaeriezh Breizhveuriat bet ur reizhad trevadennelour, abalamour dezho ma vez komzet saozneg e meur a vro dreist-holl ha dre m’he deus darempredoù start gant Stadoù-Unanet Amerika. Ki bihan SUA int abaoe an eil brezel bed, evit brezel an Irak int aet ganto a-enep da Sadam Usein.
Peder rann a ya d’ober ar Rouantelezh-Unanet. Alies e vez graet Home nations ("Broadoù orin") pe "Broioù bonreizhañ" anezho.
Rannet e vez pep broad gant ar gouarnamantoù lec’hel. Envel a ra an unpenn ul Letanant-Lord evit dileuriañ anezhi en takadoù diforc’h dibar a-dreuz ar Rouantelezh. En daolenn amañ dindan emañ deskrivet buan ar peder bro vonreizhañ.
An Tiriadoù breizhveurat tramor zo anezho tiriadoù dindan aotrouniezh ha reolerezh furmel ar Rouantelez-Unanet, met ned eont ket d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh he-unan.
Manav, beliezh Jerzenez ha beliezh Gwernenez n’int ket lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet ; bez’ emaint e dalc’h ar Gurunenn Saoz.
Ur blaenenn eo lodenn vrasañ Bro-Saoz ha n’eo ket gwall uhel, rannet a reter da gornôg gant un takad meneziekoc’h. An Thames (346 km) hag ar stêrSevern (354 km) eo an div stêr bennañ er Rouantelezh. Hirañ stêr ar Rouantelezh eo ar Severn. E-kichenik Dover emañ ar riboul dindan Mor Breizh a liamm Breizh-Veur ouzh Frañs.
N’eus ket a gernioù a yafe en tu-hont da 1 000 m e Bro-Saoz. Ar Scafell Pike, 978 m a uhelder eo ar vegenn uhelañ ; el Lake District, e Cumbria emañ lec'hiet.
Liesseurt eo douaroniezh Bro-Skos, gant (lowlands) broioù izel er su hag uheldirioù (highlands) en norzh hag er c’hornôg. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo al lec’h uhelañ kement e Bro-Skos hag er Rouantelezh-Unanet.
Brec’hioù hir ha don ya da sankañ en he douaroù. Tost 800 enezenn zo e Bro-Skos. An darn vrasañ anezho zo e kornôg hag e norzh ar vro. En o zouez emañ an inizi Gall, Inizi Orc'h hag inizi Sealtainn. Daoust m’eo Dinedin (zinedin) kêr-benn Bro-Skos, ur gêr puilh karget gant istor eo hag e kaver ur savouriezh meinek heverk enni. Glaschu (glazgow) avat eo ar gêr pennañ er vro.
Kembre zo ur vro a zo stank ar menezioù enni. Yr Wyddfa ( 1085 m) eo ar vegenn uhelañ anezhi. Caerdydd, (Kaerdewi) ar gêrbenn lec'hiet e su ar vro, eo ar gêr vrashañ, ma vev kalzig a dud eno. Darn vrasañ ar bolañs zo o chom e su Kembre, dreist-holl er c’hêrioù evel Abertawe, Casnewydd ha Caerdydd. Wrecsam eo ar gêr vrasañ en norzh. Ur mirdi istorel war glad Kembre zo e Kaediz.
Norzhiwerwhon zo anezhi ur vro a zo stank an torgennoù enni. Ar c’hêrioù pennañ zo Béal Feirste, Doire hag Ard Mhacha. Ar broviñs-se a ya d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Loch nEathach (388 km²) eo al lenn vrasañ en inizi breizhveuriat. Al lenn zo war-dro 30 kilometr er mervent da Véal Feirste. Sliabh Dónairt (849 m) eo ar vegenn uhelañ e Norzhiwerzhon.
Krediñ a reer e vefe war-dro 1 000 enezenn er Rouantelezh-Unanet ; hag un 800 bennak anezho e Bro-Skos. Chomet disaotr ha naturel eo darn vrasañ an inizi-se ; lod anezho koulskoude zo bet krouet gant Mab-den diazezet int war mein ha koad.
Da geñveriañ, evidomp da gaout ur soñj, gorread ar Rouantelezh-Unanet zo ken bras pe dost hag hini Roumania, Ecuador, Ghana hag Ouganda zoken.
Ar BBC (British Broadcasting Corporation), er Rouantelezh-Unanet, a bled war un dro gant ar BBC Television hag ar BBC Radio. Chadennoù all zo koulskoude, evel ITV ha Channel 4 evit ar skinwel, ha meur a chadenn brevez evit ar skingomz.
Gant ar Royal Mail e vez asuret treuzkas al lizheroù. British Telecom eo an embregerezh istorel a ra war dro ar c'hehentiñ dre pellgomz ; kompagnunezhioù all zo.
Kehentiñ
Stank-tre eo sistem an hentoù ha gourhentoù, kreizennet emañ e meur a geñver en-dro da Londrez. Abaoe m'eo bet privatized British Rail e vez meret rouedad an hentoù-houarn gant meur a embregerezh disheñvel, (un tammig evel ar mare a-raok unaniezh ar sistem metrek, bet diazezet gant Napoleon).
United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland (saozneg)
Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver a anavez ar c’hembraeg, ar skoseg, an iwerzhoneg, ar c’herneveureg hag ar skoteg evel yezhoù rannvroel ar Rouantelezh-Unanet hag an anvioù kefridiel a zo roet dezho zo :
Teyrnas Unedig Prydain Fawr a Gogledd Iwerddon (kembraeg) ;
An Rìoghachd Aonaichte na Breatainn Mhòr agus Eirinn a Tuath (skoseg) ;
Ríocht Aontaithe na Breataine Móire agus Thuaisceart Éireann (iwerzhoneg) ;
An Rywvaneth Unys a Vreten Veur hag Iwerdhon Glédh (kerneveureg) ;
Unitit Kinrick o Great Breetain an Northren Ireland (skoteg).