E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestridigezh James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Aloüarn en e raok hep na voe embannet an dalc'h en anv ar roue gallLoeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.
E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.
Gerdarzh an anv
Dont a ra ar ger Aostralia eus al latinaustralis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.