Ar c'hatalaneg (Català, Valencià) a zo anezhañ ur yezh romanek komprenet gant tost da 12 milion a dud e takadoù zo e Spagn, Frañs, Andorra hag Italia. An darn vrasañ eus an dud a ra gant ar c'hatalaneg a vez kavet e Spagn avat, dreist-holl e Kumuniezh Emren Katalonia.
Pelec'h e vez komzet?
An niver a dud a ra gant ar c'hatalaneg a zo etre 4 ha 12 milion. [1],[2].
Komzet e vez katalaneg el lec'hioù-mañ da-heul (eus an Hanternoz d'ar C'hreistez:
Lodenn reter Kumuniezh Emren Aragon e Spagn, a reer la Franja anezhañ (hag ez klok : la Franja de Ponent pe la Franja d'Aragó (tro Baixa Ribagorça, Llitera, Baix Cinca ha Matarranya ez ispisial).
E 1861, Manuel Milà i Fontanals a savas un doare d'ober an diforc'h etre rannyezhoù ar c'hatalaneg a c'heller rannañ e daou du pennañ: katalaneg ar reter ha katalaneg ar c'hornôg.
N'eus bevenn resis ebet etre an eil rannyezh hag eben abalamour d'an takadoù tremen a gaver kazi atav kenetreze (nemet, evel-just, evit ar pezh a denn da rannyezhoù an Inizi).
Ouzhpenn-se, ez eus meur a isrannyezh disheñvel e-barzh pep rannyezh pennañ hag a c'heller isrannañ evel-mañ:
Katalaneg ar c'hornôg
Katalaneg ar gwalarn
Doare Ribagorça
Doare Pallars
Doare Tortosa
Doare Lleida
Valensianeg etre (a c'hell bezañ lakaet da valensianeg pe da gatalaneg ar gwalarn)
Valensianeg an Hanternoz
Valensianeg pouezet (valencià apitxat) pe kreiz-valensianeg
Valensianeg ar c'hreisteiz
Mailhorkeg Tàrbena hag ar Vall de Gallinera (Valensia)
Hogos pep skol-veur a zo ha tost an holl yezhourion a bled gant ar yezhoù romanek a zo a-du evit lavaret ez eo ar c'hatalaneg hag ar valensianeg an hevelep yezh, daoust d'an diforc'hioù rannyezhel a gaver etre an takadoù, ha ne glot ket ho harzoù gant re ar C'humuniezhioù Emren eveljust.
Ur gudenn bolitikel kentoc'h evit yezhoniel eo neuze an diforc'h a vez graet etre an daou doare yezh-se, dreist-holl pa vezont lakaet da yezhoù disheñvel an eil diouzh eben. Trubuilhus a-walc'h eo evit gwir ar gudenn-mañ, avat, ha savet ez eus bet un doare-skrivañ ispisial evit ar valensianeg gant Akademiezh ar yezh-se a-benn brasaat an diforc'hioù etrezi hag ar c'hatalaneg a vez komzet e Katalonia dreist-holl.
Gwir eo e c'heller gouzout dre e gomz hag-eñ e teu unan bennaket eus Katalonia pe eus Valensia, met ken gwir all ez eo n'o devez kudenn ebet evit en em glevet an eil gant egile. E gwirionez eo tostoc'h an doare yezh-se evit an doareoù yezh katalaneg a gaver en Inizi Balearez hag a vez diaes a-walc'h da gompren a-wechoù, ha koulskoude eo ral a-wech e vez klevet ez eo doareoù yezh an Inizi-se yezhoù disheñvel diouzh ar c'hatalaneg.
Tost-tre e oa ar yezh-se ouzh an Okitaneg ha d'ar penn-kentañ e oa hogozik ur rannyezh okitanek hepmuiken.
Pa deuas mare ar Reconquista e voe ledanaet tachenn ar yezh, kaset pelloc'h-pell betek Barselona, Tarragona, Lleida ha Tortosa, Rouantelezh Valensia o tizhout an Inizi Balearez hag ar gêr anvet l'Alguer e Sardinia.
D'ar mare-se, an holl skrivagnerion a save skridoù (estreget barzhoniezh avat) a implije an anv 'katalaneg' evit ar yezh-se e pep korn ma veze graet gant doare komz katalanek, da sk. Ramon Muntaner e Katalonia ha Ramon Llull e Mailhorka.
Evit meur a abeg ez eas levezon Valensia war greskiñ ivez etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved ha neuze e krogas an dud d'ober 'valensianeg' evit ar wech kentañ eus ar yezh a veze implijet gante kentoc'h eget 'katalaneg'. E-kerzh an XVIvet kantved e cheñchas yezh an darn vrasañ eus kargidi uhel Valensia en ur gomz ha dreist-holl en ur skrivañ kentoc'h e spagnoleg eget e katalaneg. Al labourerion hag ar peurrest eus ar bobl o chom pe war ar maez pe er c'hêrioù a gendalchas d'ober gant o yezh-i avat.
E penn-kentañ an XIXvet kantved e tegouezhas an emsav sevenadurel a reer Renaixença anezhañ. Gant-se e teuas meur a hini e-touez renkadoù uhel ar vro d'ober en-dro gant ar c'hatalaneg hag ar valensianeg. Santet e vez efedoù pozitivel an emsav-se hirie an deiz c'hoazh.
E-pad diktatouriezhFranco (1939-1975) e oa difennet ober gant ar c'hatalaneg pe gant n'eus forzh peseurt 'yezh rannvro' all, da lavaret eo an euskareg hag ar galizeg. Goude marv Franco avat e voe roet ur statud kenofisiel d'ar c'hatalaneg ha bremañ e vez implijet er vuhez politikel, er skolioù hag all. Bez' ez eus ivez meur a bemdezieg e katalaneg, da skouer Avui, "El Punt" hag El Periódico de Catalunya (embannet e spagnoleg hag e katalaneg). Chadennoù skinwel ha skingomz publik ha prevez a zo ivez e katalaneg: Televisió de Catalunya (TVC), TV3 ha Canal 33 hag ivez ur chadenn geleier 24/24 anvet 3/24. Meur a chadenn lec'hel a zo ivez.
Skouerioù
Sed un nebeud frazennoù implijet alies e katalaneg: