Degadoù a yezh a vez komzet er Stadoù Unaniezh Europa.
En o zouez e kaver ar re a zo bet lakaet da ofisiel en Unvaniezh hag a glot dre vras gant yezhoù ofisiel ar Stadoù kement ha yezhoù all ha n'int nag ofisiel penn-da-benn evit treiñ holl labourioù Unvaniezh Europa daoust dezhe bezañ yezhoù ofisiel ur Stad-ezel, evel an iwerzhoneg, pe ivez an holl yezhoù ha n'int ket ofisiel er Stad e lec'h ma reer gante, d.l.e ar yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg.
Yezhoù ofisiel Unaniezh Europa
Troet hag embannet e pep yezh ofisiel e vez holl zivizoù UE ha bez' e c'hell an neb skrivañ ha bezañ respontet dezhañ e n'eus forzh peseurt yezh ofisiel eus UE.
Servijoù jubenniñ war-ar-prim a reer gante evit emvodoù UE a bep seurt ha dre ret e vez jubennet holl emvodoù Parlamant Europa ha Kuzul Europa.
Setu penaos e vez savet skridoù UE e meur a yezh: https://web.archive.org/web/20050429144348/http://europa.eu.int/comm/dgs/translation/bookshelf/brochure_en.pdf
Renk yezhoù all
Daoust m'eo ofisiel an turkeg e Republik Kiprenez hag al luksembourgeg e Luksembourg, n'o deus ket goulennet an div stad-se e vijent yezhoù ofisiel en Unaniezh Europa.
E 2004 o doa gouarnamant Spagn hag hini Iwerzhon klasket tapout ur statud ofisiel a-berzh UAE evit an euskareg, ar c'hatalaneg hag ar galizeg diouzh un tu hag an iwerzhoneg diouzh an tu all.
An iwerzhoneg
Pa oa deuet Republik Iwerzhon e-barzh an Unaniezh he doa asantet ne vije ket roet ur statud ofisiel leun d'an iwerzhoneg, daoust ma'z eo yezh ofisiel kentañ ar Republik, a-raok ar saozneg. Ne oa bet troet nemet un nebeud testennoù diazez en iwerzhoneg ha gant ar saozneg e rae dileuridi Republik Iwerzhon en ensavadurioù Unaniezh Euroa. Bremañ avat ez eo ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh, abaoe ar 1añ a viz Genver 2007.
Daoust ha ma vez komzet gant meur a vilion a dud, kalz muioc'h evit un nebeud yezhoù ofisiel zo, n'eus gantañ statud ofisiel ebet e Unvaniezh Europa.
Rakvonreizh Europa hag ar Yezhoù
Embannet e oa bet ez-ofisiel Raktres Bonreizh Europa en 20 yezh ofisiel UE, en iwerzhoneg hag ivez e yezhoù teir bro a oa o c'hortoz gouzout hag-eñ e vefent laosket da vont e-barzh UE, d.l.e roumaneg, bulgareg ha turkeg.
Yezhoù all komzet e Unaniezh Europa
Ouzhpenn yezhoù kenofisiel Spagn hag an iwerzhoneg, bez' eus eus meur a yezh all a vez komzet e broioù UE hag a reer yezhoù rannvro pe yezhoù bihanniver anezhe hag n'o deus tamm statud ofisiel ebet e UE, daoust dezhe bezañ anavezet a-wechoù en o bro orin gant ar Stad-ezel e lec'h ma vezont komzet.
A-wechoù zoken e vez komzet ar yezhoù nann-ofisiel-se gant muioc'h a dud evel re yezhoù ofisiel bihan-niver evel ar malteg.
En o zouez e kaver ar re-mañ:
N'eo ket ofisiel ken an doare yezh gresianeg anvet katharevousa.
Daoust ha n'eo ket ul lezenn, Stadoù-ezel UE zo o deus sinet Karta Europa evit ar Yezhoù rannvroel pe minorel.
Pegen barrek eo Europiz war ar yezhoù?
War daolenn-mañ bet savet e 2000 e vez diswelet ar c'hementad a dud a lâre komz pep yezh ofisiel UAE pe evel yezh-vamm pe evel yezh estren:
Notenn: En daolenn-mañ e vez anv eus yezhoù ofisiel UE pa veze enni 15 Stad-ezel, rak n'eus bet betek-henn keloù fresk diwar-benn stad an traoù er Stadoù-ezel nevez.
Gwelet ivez