Un yezh ouralek eus is-skourr ar yezhoù finnek eo ar finneg (suomi), komzet gant tro-dro da 6 milion a dud en holl (1999) e Finland (4,7 milion a dud e 1993, pe 93,5% eus ar boblañs), Karelia e Rusia (Europa), e Traoñienn Torne e Sveden, e Finnmark e Norvegia, hag ivez e Kanada hag er Stadoù-Unanet.
Kar eo ar finneg d'an estoneg hag a-dostoc'h ivez d'ar c'harelieg.
Skrivet e vez ar finneg gant al lizherenneg latin hep al lizherennoù c, q, w, x, y, (implijet evit gerioù o tont eus yezhoù all nemetken), ha gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn: ä, ö, ü.
Ur yezh daspegel eo ar finneg, evel an holl yezhoù finnek-ougrek, ha 15 troad a vez implijet ivez.
Evit ar fonologiezh e c'hell ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù bezañ berr pe hir. Pa vezont hir e vezont skrivet div wech er skritur.
Gwelet ivez
Liammoù diavaez