Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.
E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ[1].
Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.
Italianeg ha brezhoneg
Gerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here)
Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.