Persia (ἡ Περσίς hê Persis’ e gregach) eo an anv deuet diwar yezh tud Hellaz kozh, en Henamzer eta, hag a veze graet ganto eus an douaroù gouarnet gant rouaned ac'hamenid[1].
-522 : Goude marv Cambyse, e kemeras Gaumata ar galloud oc'h ober an neuz da vezañ ar roue chomet bev ; lazhet e voe gant jeneraled kaset gant Darius a zeuas da vout roue evel Darius Iañ, roue Pers betek 486 kent JK.
-518 : Emeur o sevel Hent ar roue a-hed 2 683 km a-dreuz an impalaeriezh pers.
-490 : faezhet eo bet Persed ar roue Darius gant ar C'hresianed unanet en emgann Marathon ; honnezh eo heverkañ abadenn ar c'hentañ brezel medek.