Japan (日本, Nihon pe Nippon, ger-ha-ger : "orin an heol") eo anv ur vro e reter Azia a ya un aridennad inizi etre ar Meurvor Habask ha Mor Japan d'hec'h ober. Er reter da ledenezKorea emañ lec'hiet.
Anavezet eo ivez dindan an anv "Bro ar Sav-heol", un daveenn deuet diwar e lec'hiadur e-keñver Sina ; diorroet-kenañ eo armerzh ar vro hag heverk eo dre hec'h istor hag he sevenadur pinvidik-kenañ.
週のページ Pennad ar sizhun
Menez Fuji (japaneg : 富士山, Fuji-san, distaget IPA : [ɸɯꜜdʑisaɴ]) eo menez uhelañ Japan. Emañ en Enez-Honshu, ur c'hant kilometr bennak er mervent da Dokyo. Ur menez-tan bev 3 776,24 m e uhelder eo, ha pennlein Japan. Deuet eo Fuji-san ("Aotrou Fuji") da vezañ unan eus arouezioù Japan.
読む Taol sell war...
Sushi (japaneg :寿司) a reer eus ur meuz a Japan. Unan eus ar meuzioù japanat brudetañ e diavaez ar vro eo. Ne ouezer ket pevare e voe krouet. Marteze a-walc'h e-tro ar Vvet kantved, pa grogas Japaniz da c'hounit riz.
Sushi a farder diwar riz, ha n'eo ket diwar besked. Riz a galite a ranker kaout. Gant gwinegr e vez mesket, d'e veskañ gant a bep seurt aozennoù all. E Japan e veze implijet ar riz da virout ar boued.
↑ 1,01,1 ha1,2Mar krouit ur pennad pe ma adsavit ur pennad penn-da-benn, enskrivit anezhañ war roll ar "pennadoù nevez" en ur venegiñ an deiziad. Tennit anezhañ kuit eus roll ar pennadoù koshoc'h.
16 Kerzu 2007 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.