Ar moneizjapanat ofisiel eo ar yen. Krouet e oa e miz Du 1870 e-lec'h ar ryō (両). JPY eo e god ISO. Ar yen a veze rannet e sen, hag e rin zoken (1/1000), n'int ket implijet abaoe 1954 avat.
D'an 28 a viz Eost 2023 e talve un euro 158,38 yen.[1]
Doare skrivañ
E arouez grafek e latin a zo ¥. E japaneg e skriver 円 a zo ur stumm eunaet eus an doare-skrivañ kozh 圓. 円 a vez distaget « en » e japaneg (/en/). Ar skrivadur « yen » a zeu eus romanekadur an doare-skrivañ kozh sinaat-ha-japanat ne zalc'h ket kont eus emdroadur an distagadur. « En » e japaneg a dalv kement a « kelc'h » — evel e sinaeg yuan pe e koreeg won, ur gerdarzh heñvel ganto eta.
Pezhioù moneiz
1 yen
5 yen
10 yen
50 yen
100 yen
500 yen
Bilhedoù
Seizh seurt bilhedoù a vez graet ganto hiziv an deiz (2006), gant un dalvoudegezh a 1 000, 2 000, 5 000 ha 10 000 yen. Ar bilhedoù 100 ha 500 yen n'eus ket anezho ken.
Tri eus ar seizh-mañ a oa roet o mon ganto adalek ar 1añ a viz Du 1984.
Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar skrivagner Sōseki Natsume (1816-1867) warno.
Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn Inazo Nitobe (1862-1933) warno.
Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn Yukichi Fukuzawa (1835-1901) warno.
Ar bilhedoù 2 000 yen ne vez ket kavet kement anezho dre ma oant lakaet er-maez diwezatoc'h, d'an 19 a viz Gouere 2000.
Bilhedoù nevez 1 000, 5 000 ha 10 000 a oa lakaet e-barzh d'ar 1añ a viz Du 2004, 20 vloaz goude ar re all eta, evit klokaat reizhiad surentez ar bilhed nevez 2 000 yen.
Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar mezeg Noguchi Hideyo (1876-1928) warno.
Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn ar skrivagnerez Ichiyo Higuchi (1872-1896) warno.
Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn Yukichi Fukuzawa warno adarre ; kemmet eo bet tresadenn an tu mat avat, n'eo ket ur fazan ken met ur feniks, tennet eus templ Byōdō-in (平等院) e Kyōto, ar memes hini a zo war ar pezhioù 10 yen.