Kavet e vez gerioù boutin etre an ainoueg hag an nivc'heg a deu diwar darempredoù etre an div yezh, dres evel ar gerioù boutin all etre ar japaneg hag an ainoueg.
Ur yezh en arvar da vont da get eo an ainoueg hag an darn vrasañ eus ar 150 000 a dud a disklêr bezañ ainoued ne gomzont nemet japaneg. Bez e oa 100 den barrek war ar yezh e Niboutani (Biratori, Hokkaido) met n'eus nemet 15 dioute a rae ganti bemdez er bloavezhioù 1980. En holl ez eus tro-dro da 1 000 den barrek war ar yezh e Hokkaido a-bezh, an darn vrasañ dioute ouzhpenn 30 vloaz.
War gresk a ya an niver a dud a zo o teskiñ ar yezh hiziv koulskoude ha muioc'h a dud a gomz an ainoueg da eil yezh eget da yezh kentañ.