Sushi (japaneg :寿司) a reer eus ur meuz a Japan. Unan eus ar meuzioù japanat brudetañ e diavaez ar vro eo. Ne ouezer ket pevare e voe krouet. Marteze a-walc'h e-tro ar Vvet kantved, pa grogas Japaniz da c'hounit riz.
Sushi a farder diwar riz, ha n'eo ket diwar besked. Riz a galite a ranker kaout. Gant gwinegr e vez mesket, d'e veskañ gant a bep seurt aozennoù all. E Japan e veze implijet ar riz da virout ar boued.
Sushi liesseurt
Meur a seurt sushi a zo, en o zouez :
Nigirizushi
nigirizushi (握り寿司, sushi treut) : ur bouloutenn riz gwinegret (shari) neta warni : da lavaret eo un drailhenn pesk kriz pe poazh, met ivez chifretez, krank, alumenn-vioù, legumaj, teureug pe a bep seurt traoù all. Un tamm bihan wasabi a ouzhpenner ivez.
gunkanmaki (軍艦巻, roll « lestr brezel ») a zo ur seurt nigirizushi heñvel ouzh makizushi (maki, 巻, roll). Ur bouloutenn riz gronnet en un tamm bezhin nori 4 cm anezhañ eo. Warni e lakaer a bep seurt aozennoù, evel vioù pesked da skouer.
temarizushi (手まり寿司, sushi temari) a zo ur seurt sushi stumm un hirgelc'h dezhañ. « Temari » (手まり, bolotenn dorn, evel handball) a oa ur volotenn ha na veze implijet nemet gant merc'hed, hag ar re-se a veze o c'hoari hag o kanañ tra ma lakaent ar volotenn da adlammat war al leur. Daoust ma n'eo ket anavezet kalz en Europa ez eo ur seurt sushi a gaver alies e Japan, rak aes-tre eo da fardañ.
Makizushi
makizushi (巻き寿司) a farder diwar un tamm bezhin sec'h (nori) ledet warnañ ur gwiskad riz, legumaj hag un tamm pesk. Ur wech aozet ar meuz e roller anezhañ hag e peger anezhañ dre c'hlebiañ an tamm bezhin. Goude-se e troc'her anezhañ e drailhennoù : re hoso-makizushi (2cm treuzkiz), re naka-makizushi (3cm treuzkiz) ha re futo-makizushi (4cm treuzkiz). E Kalifornia e farder ura-makizuchi, da lavaret eo ec'h ouzhpenner ur gwiskad riz war an tamm nori. Damheñvel ouzh gimbap, ur meuz a Gorea, eo ar makizushi.