Pal ar c'hoari eo leuniañ ur gael isrannet d'he zro e kaelioùigoù dre implijout ur rummad sifroù (pe lizherennoù pe arouezioù) disheñvel, evit ma ne vefe morse muioc'h eget ur wech dre linenn, kolonenn hag iskael. An aliesañ e vez graet gant sifroù a 1 da 9, d'ar mare-se e vez an iskaelioù gant ur stumm karrez, 3x3 hag ar gael vras dre 9x9. Evit kregiñ e vez lakaet atav un nebeud sifroù er gael-mañ'r-gael a-benn loc'hañ gant ar c'hoari (evel er skeudennoù a-zehoù).