Servij nij Morlu Impalaeriel Japan

Servij nij Morlu Impalaeriel Japan
naval aviation component, aerlu
Rann eusMorlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad krouiñ1912 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
StadImpalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ

Servij nij Morlu Impalaeriel Japan (大日本帝國海軍航空隊, Dai-Nippon Teikoku Kaigun Kōkū-tai) a oa skourr aer Morlu Impalaeriezh Japan. Ar servij a oa karget eus an oberiadurioù morlu kaset da benn gant nerzhioù aer hag eus an obererezhioù dre aer war Talbenn Habask an Eil Brezel-bed.

Kroget e oa milourien Japan da bourchas kirri-nij e 1910, ha goude-se e oa bet sellet spis ganto ouzh ar c'hadoniezhoù brezel dre aer implijet e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Da gentañ e oa bet pourchaset ganto kirri-nij europat, met buan a-walc'h e oant bet o reiñ lañs d'ur program uhelek evit sevel dougerien kirri-nij. Int e oa bet ar re gentañ dre ar bed o reiñ lañs d'un douger kirri-nij gwirion, an Hōshō, e 1922. Goude-se e oant bet o vont gant ur program treiñ listri hobregonet ha morrederioù brezel e dougerien kirri-nij. Servij nij an MIJ a oa karget eus an difenn oabl broadel, tagadennoù aer hir-hent, ha brezeliañ a-us d'ar mor dreist-holl. Betek fin an aozadur, e 1945, e oa chomet gant ar memes kefridioù.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける 
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!