Talvezout a ra ar ger yakuza (japaneg : ヤクザ pe やくざ) evit ober eus un ezel eus ur seurt mafiajapanat.
E c'her a dle bezañ roet gant pep yakuza d'un oyabun, da lavaret eo ur paeron.
Gerdarzh
Diwar ur gejadenn goll er c'hoari-kartoù おいちょかぶ oicho-kabu e teu ar ger « yakuza »[1].
Pal ar c'hoari-se eo tennañ teir c'hartenn 9 o sammad. Mard eo ar sammad brasoc'h eget 10 ne gonter nemet an eil kartenn, nemet un 10 e vefe, rak 10 = 1. An dornad gwashañ eo 8-9-3 (ya-ku-sa) rak kevatal da 20 eo, ha kollet eo ar c'hoari rak 20 = 0.
Kement hag « eizh-nav-tri » e talvez yakuza rak :
ya a zeu eus yattsu, a dalvez "eizh",
ku zo "nav",
za a zeu eus un adstumm da 三 san a dalvez "tri".
"Ar re o deus kollet" eo ster an anv-mañ enta. Tud paour e vez ar yakuzaed da gentañ, tud e-maez ar gevredigezh.
Ur mell eus o bizied o deus bet da troc'hañ evit lod, pe evit plegañ pe evit bezañ degemeret en-dro.
Istor
Ar yakuzaed kentañ
En em vodet e oa ar re gentañ anezho evit en em zifenn diouzh ar samouraied. Makuto-ed ha machi-yako-ed a yae da ober div rann ar yakuzaed orin.
(en)ADELSTEIN, Jake : Tokyo Vice - An American Reporter on the Police Beat in Japan, Pantheon, 2009 (ISBN 978-0-307-37879-8) • (fr)Tokyo Vice, Points, 2017 (ISBN 978-2-7578-6081-6)
(en)ADELSTEIN, Jake : The Last of the Yakuza - Life and Death in the Japanese Underworld, Pantheon, 2009 (ISBN 978-0-307-90838-4) • (fr)Le dernier des Yakuzas, Points, 2017 (ISBN 978-2-7578-7029-7)
Sinema
ITAMI Jūzō (1992) : (ja) ミンボーの女 Minbō no Onna – (en)Minbo: the Gentle Art of Japanese Extortion, The Gangster's Moll, The Anti-Extortion Woman[2].