Priz Bas Bro-C'hall, anvet gwechall Priz Bras an ACF (Automobile Club de France, Klub kirri Bro-C'hall), zo ur redadeg kirri a zo perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1. Unan eus ar redadegoù-kirri koshañ eo hag ar Priz Bras kentañ bet dalc'het, e Priz Bas kirri Bro-C'hall 1906. Bep bloaz e oa bet aozet betek 2008 pa oa bet ehanet dre abegoù arc'hant. Distroet e oa dek vloaz war-lerc'h, e 2018 o tistreiñ da droiad Paul-Ricard ne oa ket bet implijet abaoe ar bloavezhioù 1980.
16 troiad o doa degemeret ar Priz Bras, ur sifr dibaot evit ur redadeg a oa padet ken pell zoken. Priz Bras an ACF en doa bet ul levezon vras war aozañ reolennoù ar Prizioù Bras ha lakaat e plas gizioù ar redadegoù kirri evit ar c'hantved da c'houde, alese lec'hiadur an FIA e Bro-C'hall. Unan eus teir redadeg a oa bet perzh eus kevezadegoù Prizioù Bras an hini eo, Kevezadeg bed ar Saverien e fin ar bloavezhioù 1920, Kevezadeg Europa ar vlenierien e bloavezhioù 1930 ha Kevezadeg bed ar Formulenn 1 adalek ar bloavezhioù 1950.
Roll al loreidi
Ur foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1. Ur foñs melen a ziskouez ur redadeg a oa perzh eus Kevezadeg Europa a-raok an Eil Brezel-bed. Ur foñs gwer a ziskouez ur redadeg a oa perzh eus Kevezadeg bed ar Saverien a-raok ar brezel.