Priz Bras Hungaria kentañ a voe dalc'het d'ar 21añ a viz Even 1936 war un troiad 5 km hed en ur park e Budapest. Abalamour d'an darvoudoù politikel da heul e voe harzet holl redadegoù-kirri er vro e-pad 50 vloaz.
E 1986 e voe graet un taol gant Bernie Ecclestone dre ma voe aozet ur redadeg a-dreñv ar voger houarn, en un troiad savet a-ratozh e-kichen Budapest, an Hungaroring. Anavezet eo evel un troiad ma vez start-tre da dremen ha ma vez pouezus-tre ar strategiezh. E-pad 20 vloaz ne voe redadeg ebet dindan glav. Pevar blenier o doa tapet amañ o zrec'h kentañ : Damon Hill e 1993, Fernando Alonso e 2003, Jenson Button e 2006 hag Heikki Kovalainen e 2008.
Roll al loreidi
Ur foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.