Priz Bras Aostria (alamaneg : Großer Preis von Österreich) zo ur redadeg kirri dalc'het e stern kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 1964, etre 1970 ha 1987, 1997 ha 2003 hag abaoe 2014.
Istor
Aozet e oa bet ar Priz Bras e daou lec'h disheñvel e-kerzh e istor, e rannvro Stiria o-daou, tro-dro da Spielbeg e gevred Aostria. Da gentañ penn e voe aozet redadegoù war ur bon aerlistri a-raok ma voe savet un droiad-pad anvet Österreichring e 1969. Holl redadegoù goude 1970 a oa bet aozet war ar memes lec'h neuze, daoust ma voe adsavet an droiad meur a-wezh ha cheñchet he neuz.
Roll al loreidi
Ur foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.