Priz Bras Japan (e japaneg : 日本グランプリ; romanekaet : Nihon-guranpuri) zo ur redadeg-kirri eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1. Alies mat e oa bet redadeg ziwezhañ ar bloaz hag alies e veze gounezet an titl (13 gwezh) eno a-raok ma voe lakaet Prizioù Bras ouzhpenn diwezhat er bloaz. Betek 1999 e oa Japan ar vro nemeti en Azia o tegemer ur redadeg Formulenn 1 er gevezadeg a-raok ma voe ebarzhet Priz Bras Malaysia.
An div redadeg Formulenn 1 a voe dalc'het e 1976 ha 1977 e Speedway Fuji met tennet e voe diouzh an deiziadur abalamour d'an diaesterioù aozañ. Distreiñ a reas Priz Bras Japan er gevezadeg e 1987 e Troiad Suzuka, un troiad a dapas ar vrud da vezañ start. E 2007 ha 2008 e tistroas ar Formulenn 1 da Fuji. Distreiñ a reas ar gevezadeg da Suzuka da c'houde. Nullet e voe ar redadeg e 2020 ha 2021 abalamour d'ar bedreuziad COVID-19.
Roll al loreidi
Ur foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.