Renault Sport a oa anv skipailh redadegoù kirri ar saver Renault. Krouet e oa bet e 1976 ha redet en doa e Formulenn 1, en andur, e ralli hag a bep seurt redadegoù. E 2021 e oa bet divizet echuiñ gant an anv Renault e redadegoù-kirri evit implijet anv ar merk Automobiles Alpine e plas. Krouet e oa bet ar skipailh Alpine F1 Team en deus erlec'hiet "Renault F1 Team" neuze.
Disoc'hoù Renault Sport e kevezadegoù
E Formulenn 1
Etre 1977 ha 1985 e rede Renault Sport e Formulenn 1 gant e skipailh-dezhañ, a-raok bezañ saver keflusker evit skipailhoù-all ur bloaz c'hoazh. Distreiñ a reas e 1989 o pourchas kefluskerioù da skipailhoù F1 betek 1997, evel Williams. Prenet en doa Renault ar skipailh Benetton e 2000 a-benn distreiñ e 2002. O kenderc'hel da bourchas kefluskerioù da skipailhoù-all evel Red Bull Racing en doa dilezet Renault e skipailh e 2012 da Genii Capital ha Lotus a-rao, distreiñ ur wezh adarre e 2016.
E-pad ar bloavezhioù-se e c'hounezas Renault meur a gevezadeg, en ur pourchas kefluskerioù pe gant e skipailh-dezhañ :