Inizi Bugelez, pe Enezeg Bugelez, a zo un enezeg e kumun Perwenan, en Aodoù-an-Arvor hag e Bro-Dreger, e norzh Breizh. Ur bern enezennigoù ha kerreg a ya d'hec'h ober, an darn vrasañ anezho zo koadek, digompez ha didud. Lod zo stag an eil ouzh eben gant irvi bili ha moaien zo da vont di war droad pa vez izel ar mor.
An inizi
Bez' ez eus un 10 enez pennañ bennak hag ur bern enezennigoù ha reier all. A-wezhioù e vez graet "kleger greunit" deus al lec'h-se abalamour m'eo dañjerus a-walc'h evit ar voraerien.
Er-maez da gêriadenn Bugelez e kaver Enez Ozhac'h, Enez Ilieg, Enez Valaneg, Enez Kreiz, Enez Gibenn hag Enez Leñvenn. N'eus nemet e Balaneg hag Ilieg a vez tud o chom.
Div enezennig all zo tostoc'h da aod Bugelez: Kozh Kastell, Enez Vihan hag Enez Varker. Tud a vez o chom eno ivez.
E-tal kêriadenn Porzh-Gwenn emañ Gweltaz, Ar C'hastell ha Gwragez.
Notennoù ha daveoù
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|