Belaeron, pe Beneron[1], a zo un enezennig er Mor Bihan, stag ouzh kumun Sant-Armael, e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened.
Geografiezh
E-tro 6 hektar zo dezhi. Emañ er reter da Daskon ha da gêriadenn An Annez e Sant-Armael, er biz d'Ar Bladig hag er gwalarn d'an Dervenneg ha d'Ar C'hozhti.
Istor
Prenet e oa bet e 1946 gant un industrielour parizian evit he zreiñ en ul lec'h vakañsiñ. Savet e oa bet daou di eno gant ur familh a c'houneze douar an enezenn.
A-drugarez d'un donezon eo bet adprenet an enezenn gant Skol-Veur Roazhon e 1959.
Ur gwarezva evned eo hiziv-an-deiz.
Notennoù ha daveoù
- ↑ "Belaeron" war KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|