Enez Dumed[1] zo un enezenn vihan (8 hektar) dirak aod gourenez Gwenrann, etre aber ar Gwilen ha hini al Liger. Stag eo ouzh kumun Penc'herieg, el Liger-Atlantel, e Breizh.
N'eus den ebet o chom war an enez, met e-pad meur a gantved eo bet implijet a-vareoù, da lec'h-repu gant morlaeron, ha da lec'h-difenn gant ar morlu, abalamour ma oa lec'hiet-mat, e-kreiz ur mor darempredet stank gant bigi-kenwerzh.
E 1990 e oa bet prenet gant Mirva an Aodoù (Conservatoire du Littoral). E-leizh a evned-mor (gouelini dreist-holl) a vez o neizhiañ eno.
An anv
War geriadur L'Armerye e kaver meneg eus ur stumm brezhonek Audumm hep na oufed dre sur hag ur stumm reizh pe anavezet mat e oa pe ne oa ket, lakaet kevatal d'ar "galleg" «Audumet»[2].
Levrlennadur
- Georges Tattevin, L'île Dumet, Gwenrann, C. Benoistel 1953.
- Konopka Bogdan, L'île Dumet, Paris, Marval, 1995.
- Emile Dutertre, Les mystères de l'île Dumet, Ar Baol, Ed. des Paludiers, 1975. ademb. 1980.
Liammoù diavaez
Notennoù
- ↑ "Enez Dumed" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ En dehors sont Houatt, Hédic, Meaban, Audumet: E’rmæss à Vorbihan é ma, Hoatt, Heidicq, Mæban, Audumm (pennad "Vannes")
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|