Enez ar Venec'h (Île aux Moines e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, e kumun Ankiniz-Sant-Gerent (kumun gozh Ankiniz), el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned.
Tost da ribl kleiz ar stêr (er Su) emañ an enezenn. Muzuliañ a ra 1,6 km a hirder ha 300 m a ledred, gant ur c'horread a 33 ha[1]. Emañ Enez Delage er gwalarn hag inizi Bernardeau-Boire-Rousse ha Kergelenn er reter da Enez ar Venec'h.
N'eus pont ebet a stag an enezenn ouzh ribloù ar stêr met moaien zo da vont di dre ur roudouz pa vez disec'het brec'h su al Liger.
Notennoù ha daveoù
- ↑ (fr) "Île aux Moines", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|