Enez Clémentine (Île Clémentine e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, er reter da Naoned, e kumun Santez-Lusenn, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh.
Tost da ribl dehoù ar stêr (en norzh) emañ an enezenn, er mervent da Enez an Dervenneg. Muzuliañ a ra 670 m a hirder ha 150 m a ledred, gant ur c'horread a 4,4 ha[1]. Emañ 40 m diouzh ar c'hlann norzh ha 350 diouzh ar c'hlann su.
Un enezenn goadek eo, bet troet d'ur park, stag ouzh ar ribl norzh gant ur pontig bet savet e 1984 ha moaien zo da vont di war droad pa vez disec'het brec'h norzh al Liger.
Notennoù ha daveoù
- ↑ (fr) "Île Clémentine", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|