Enez Bernardeau-Boire-Rousse (Île Bernardeau-Boire-Rousse e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, e kumunioù Ankiniz-Sant-Gerent (Ankiniz) ha Gwer-Liger (Arned), el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned. Muzuliañ a ra 2,3 km a hirder ha 400 m a ledred, gant ur c'horread a 61 ha.[1]
N'eus pont ebet a stag an enez ouzh ribloù ar stêr met moaien zo da vont di e-pad an hañv dre ur roudouz pa vez izeloc'h an dour.
Notennoù ha daveoù
- ↑ (fr) "Île Bernardeau-Boire-Rousse", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
|
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
|