Ul livour hg ur skilter e voe Zavier Langleiz (Xavier de Langlais e marilh an ti-kêr), ganet d'ar 27 a viz Ebrel 1906 ha marvet d'ar 14 a viz Mezheven 1975, hag ur skrivagner brezhonek hag un Emsaver, difenner ar feiz ha Breiz ken e c’heller gwelout meur a iliz ha chapel klinket gantañ. Sinañ a rae Xavier de Langlais da gentañ ha Langleiz hepmuiket goude se, tra ma sine e levrioù gallek X. de Langlais.
Buhez
Ganet eo en ur familh a dudjentiled, mab da Roje Langleiz ha da Varc'harig Huchet du Guermeur anezhañ. Unan eus e dad-kuñv a voe Amédée de Francheville[1], livour, skrivagner ha brezhoneger[2]. Dre vreur e dad, Élie, e reas anaoudegezh gant Loeiz Herrieu pa voe krennard hag e voe dedennet gant ar brezhoneg. Edo e familh o chom e Surzur (Kohanno), Gwenvenez-Penfaou (Ar Frigel) hag Argelès-Gazost ha ne c'hellas mont d'ar skol, met kelennerien-ti ha personed a rae war-dro e zeskadurezh.
Da Skol an Arzoù-kaer Naoned ez eas e-pad daou vloaz pa grogas da labourat gant « Unvaniez ar Seiz Breur » (1924). War un dro e studie gwenedeg o komz gant tud ar vro.
E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e Skol an Arzoù-kaer ha d'ar Sorbonne e-pad daou vloaz. E Pariz eo e teskas brezhoneg al levrioù hag e tarempredas gant Roparz Hemon. Gant familh Xavier Haas e voe degemeret e Pariz ha diouzh-se e tiwanas ur vignoniezh vras ha ur c'henlabour gant e genvreur.
Deuet da Vreizh endro e 1930 e klaskas da vezañ tresour-livour a-vicher gant un engouestladur kreñv e luskad ar Seiz Breur. Rener ar gevredigezh-se e voe betek 1953. E 1931 e timezas Langleiz gant Annaig Du Chatelier, e Kohanno, ha pevar bugel a voe dezho : Mikaël, Gaëtan, Tugdual ha Rozenn.
E miz Eost 1936 e klaskas ma vo tizhet un emglev evit peurunvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg en ur aozañ un emvod e Ti-kêr Gwened, met sac’het a chomas an traoù betek 1941. Diouzhtu e reas gant ar reizhskrivadur nevez, pa voe embannet Ene al linennoù gant Skridoù Breizh e 1942.
E 1941, pa ne voe ket urzhiet labourioù dezhañ mui ez eas da chom e Roazhon hag e skrivas pennadoù evit ar pemdezieg La Bretagne[3].
Kelenner e voe e Skol an Arzoù-kaer e Roazhon adalek 1948 hag ec'h aozas neuze livadurioù pe boltredoù hag ivez traoù brav-meurbet e pri-poazh. E hañv 1948 e tiazezas Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion asamblez gant Vefa de Bellaing ha Ronan Huon.
E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur.
Er bloavezioù 1950-1960 e talc’has da kinnig mojennoù an Daol Grenn adskrivet ken e gallek hag e brezhoneg hag e lakaas emban Le roman du Roi Arthur hag an droidigezh vrezhonek, Romant ar Roue Arzhur'’ ha, Tristan et Iseult, lakaet e brezhoneg da-c’houde ivez dindan an titl « Tristan hag Izold ». Pep levr, bras awalc’h ar ment, a zeue gant skeudennoù savet gantañ.
Mennozhioù
E dibenn ar bloavezhioù 1950 e tivizas skrivañ pep tra e galleg, ar pezh a reas betek e varv.
Ur Breizhad kristen e oa Langleiz, tost a-walc'h e-keñver mennozhioù ouzh an Emsav kentañ, hini "Feiz ha Breiz". An div vammenn-se o deus awenet e arz,e daolennoù koulz hag e skridoù, en defe dizoloet pe donaet an anaoudegezh anezho pa oa e Kanbo, o welout e oa eno ur yezh ha na oa ket galleg hag oc'h ober anaoudegezh gant ur beleg okitan, an Aotrou Tarrazé, person Argelès, a vo bras e levezon warnañ.
A-du e oa evit unvaniñ ar brezhoneg hag e aozas un emvod evit-se e Ti-kêr Gwened e 1936. Sinet en deus e 1941, gant meur a skrivagner all, evit an doare-skrivañ brezhoneg peurunvan a zo deuet ar reolad ofisiel hiziv. Bep bloaz e vez roet priz lennegel, «Priz Langleiz» d'ul levr e brezhoneg.
Pal an arzour eo klask tizhout ar vraventez, ar gened, tec'hout diouzh ar vilder, pe enebiñ en eil ouzh eben. Ar rebech bet graet dezhañ a-wechoù eo bezañ bet taolennet re vrav ar re vat (e varzhonegoù, «sukr roz» gouez da lod) ha re deñval ar re fall, pa n'eo ket ken eeun an traoù.
Oberennoù
Arzoù delvel
Kinklañ a reas bolzioù ha mogerioù un nebeud ilizoù (Ar Baol, Plañvour, Kerricharzh-an-Arvor, Sarzhav).
Ur mestr war an engraverezh-koad e voe ha meur a levr a voe skeudennet gantañ, e re da gentañ.
Levrioù
- Brezhoneg
- Galleg
- La technique de la peinture à l'huile (sinet Xavier de Langlais) (Van Eyck), embannet e 1959 gant Flammarion hag adembannet e 1973 gant un ouzhpennadur : Supplément sur la peinture acrylique. Troidigezh e japaneg gant Mitsuhiko Kuoré, embannet gant Bijtusu Shuppau Sha (Tokyo).
- Le roman du Roi Arthur - Merlin (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1965.
- Le roman du Roi Arthur - Lancelot (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1967.
- Le roman du Roi Arthur - Perceval (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1969.
- Le roman du Roi Arthur - La Quête du Graal (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1971.
- Le roman du Roi Arthur - La Fin des temps aventureux (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1971.
- Guide des bateaux traditionnels: reconnaître les gréements anciens, Douarnenez : "Le Chasse-Marée" : Éd. de l'Estran, 1988, 72 p. (ISBN 2903708134)
Kentskridoù
* Yvon Mauffret, La Presqu'île de Rhuys. Introduction de Xavier de Langlais.. S.l., le Bateau qui vire, 79 p.,
Troidigezhioù
- Xavier de Langlais, L'Ile-sous-cloche, Naoned, Aux portes du large, 1946. Adembannet e 1965 gant Denoël.
- Xavier de Langlais, L'Ile-sous-cloche’', bois gravés de l'éd. originale, avant-propos de Tugdual de Langlais, préface de l'auteur à la première édition, postface de Joseph Altairac, Coop Breizh, 2002, 286 p. (ISBN 2843461502)
Kenlabour
- Al livouriezh relijiel e Breizh en amzer dremenet
- Er houfr
- Er uir iaouankiz
- Diskouezadeg veur
- Koroll ar maro hag ar vuhez
- Mision Folklorik
Pennadoù kazetennerezh
Pennadoù kazetennerezh a zeuas dindan e bluenn ivez, er pemdezieg La Bretagne etre 1941 ha 1944. Dindan dalbenn « Ar seizh avel » (ur pennad e brezhoneg pemdeziek) e teuas er-maez, gantañ peurvuiañ, met gant skrivagnerien all evel : Abeozen, ar Berr, Aodig, Arzel Even, Erwan Tranvouez, Loeiz Herrieu, an aotrou Yann-Vari Perrot,...).
Levrlennadur
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1991. Pennad : Langlais, Xavier de.
- Xavier de Langlais et la Bretagne, dindan renerezh Denise Delouche, Coop Breizh, 1999, 163 p. (ISBN 2-84346-087-5). Katalog diskouezadeg Xavier de Langlais et la Bretagne. G raveur et illustrateur’’ e Mirdi Breizh Roazhon, 1999-2000.
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton’’, Yoran embanner, 2013. Pennad : Langlais de Xavier.
- Georges Cadiou, Emsav : Dictionnare critique, historique et biographique’’, Coop Breizh, 2013. Pennad : Langlais, Xavier de.
- Tugdual de Langlais, Xavier de Langlais : Langleiz, 1906-1975. E-barzh Le patrimoine breton, niv. 3, Été 2021, p. 54-55.
- Erwan Chartier-Le Floc’h, « Xavier de Langlais, l’artiste complet ». E-barzh Le Télégramme, 12 Mezheven, 2022.
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Maer Sarzhav e voe. Breur da Jules de Francheville a yeas da Vro-Gembre gant Kervarker e 1838.
- ↑ Meneget gant Tugdual de Langlais e pennad e-barzh Le patrimoine breton, niv. 3.
- ↑ Meneget gant Tugdual de Langlais e pennad e-barzh Le patrimoine breton, niv. 3.