Académie des Inscriptions et Belles-Lettres, Akademiezh roueel skiantoù Prusia
Prizioù resevet
Marc'heg al Lejion a Enor
Statud e wirioù aozer
Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken
Ar beskont Théodore Hersart de La Villemarqué, Kervarker e brezhoneg, zo ur yezhour breizhat troet gant sevenadur Breizh. Ganet e oa e Kemperle d'ar 7 a viz Gouere1815, ha marvet d'an 8 a viz Kerzu1895 e Kemperle ivez. Brudet eo e oberenn Barzhaz Breizh, un dastumad gwerzioù ha sonioù hengounel. Bras eo bet e levezon war an emsav sevenadurel.
Yaouankiz Kervarker
Pa oa yaouank e veve e Maner ar Genkiz, e Nizon, e-kichen Pont-Aven. E vamm, ar gontez Maria-Ursule Feydeau de Vaugien, a ouie mat a-walc'h brezhoneg, ken dre gomz ken dre skrid, ha krog e oa da zastum kanaouennoù brezhonek.
Pa oa Kervarker studier e skolaj jezuistedGwened e tremene e vakañsoù er maner o tiskrivañ war karnedoù pozioù ha tonioù kanaouennoù brezhonek kanet gant meveleion peurliesañ : peizanted, micherourion, servijourion...
E-pad 150 vloaz e chomas ar c'harnedoù-se gant ar familh, betek ma voent fiziet er c'hlasker Donatien Laurent.
Breizh
Kembre
Oberennoù
1859 : La Légende Celtique en Irlande, en Cambrie et en Bretagne – Suivie des textes originaux Irlandais, Gallois et Bretons rares et inédits, L. Prudhomme, Sant-Brieg, 1859 & Éditions Monnier, Paris, 1864[1].