Unvaniez ar Seiz Breur
Unvaniez ar Seiz-Breur (Unvaniezh ar Seizh breur en doare-skrivañ peurunvan) a zo bet ur strollad arzourion bet krouet gant Jeanne Malivel, James Bouillé, Reun Kreston ha gwreg hemañ, Suzanne Kreston. Ur pouez dezho o deus bet e istor an arz e Breizh ken a-fed o barregezhioù ha berzh o oberennoù ken o liammoù gant an politikerezh : sell ouh an Eil Emsav. Addizoloet eo bet o levezon pa oa bet diskouezet gant pemp mirdi Breizh oberennoù ha dielloù dindan an titl :"Ar Seiz breur, 1923-1947, ar c'hrouiñ breizheg etre chom giz kozh ha mont war-raok" er bloaz 2000.
Izili
En o mesk e kaver :
Evit ar roll klok, sell ouzh Roll izili ar Seiz Breur
Diskaret goude an Dieubidigezh
N’eus ket bet oberrezhioù mui savet gant Unvaniezh ar Seiz breur goude an Dieubidigezh, met an digalon a c’hell degas an displegadenn, rak roll an izili a voe toullbac'het e-pad 4 ha 12 miz a zo bet roet evel-se[1] :
Abeozen
Unan eus an izili koshañ, bet mignonez gant Jeanne Malivel, Janed Koroller-Danio a voe merzheriet en he zi gant paotred an Harzherezh.
Levrlennadur
- Le Couédic, Daniel ; Veillard, Jean-Yves, ren. Ar Seiz Breur : 1923-1947 : Ar c'hrouiñ breizhek etre chom giz kozh pe mont war-raok. Roazhon : Terre de Brume ; Mirdi Breizh ; (ha pemp mirdi arall), 2000. 271 p. + CD sonerezh. ISBN 2-84362-104-6 (nann-keinet). ISBN 2-84362-099-6 (keinet)
- Le Couédic, Daniel ; Veillard, Jean-Yves, ren. Ar Seiz Breur : 1923-1947 : La création bretonne entre tradition et modernité. Roazhon Terre de Brume / Mirdi Breizh (ha pemp mirdi arall), 2000. 271 p. + CD sonerezh. ISBN 2-84362-103-8 (nann-keinet)
- 1918-1945 Bretagne, modernité et régionalisme, Mardaga, 1986.
- Daniel Le Couédic, Les architectes et l'idée bretonne (1904-1945), Embannadurioù Société historique et archéologique de Bretagne/AMAB ;
- Jeanne Coroller-Danio, Histoire de notre Bretagne ; Emb. Elor, Sant-Visant-an-Oud, 1922, ademb. e 1997 ;
- J.R. Rotté, Ar Seiz Breur, Breizh Hor Bro ;
- Jeanne Malivel, son œuvre et les 7 frères, ademb. gant Aubert ;
- Association Mémoire du Pays de Loudéac, Jeanne Malivel, poème des 7 frères ;
- Creston, René-Yves. Montroulez : Skol Vreizh ;
- (a-gevred gant Paul Ladmirault) Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober = Jorj Robin,sculpteur breton, sa vie, son œuvre, Unvaniez ar Seiz-Breur, 1931 ;
- La tournée des calvaires, Mirdi Sant-Brieg ;
- L'homme et la mer, Mirdi Sant-Brieg ;
- Le costume breton, Mirdi Sant-Brieg ;
- Série des Saints Bretons (ment 33 x 25 cm.) ;
- La lutte bretonne à Scaër, Emb. Bodadeg ar Sonerion, 1957.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Dalc’homp soñj, niv. 11.
|
|