Zagreb (distaget [ˈzaːgrɛb] e kroateg), Agram en alamaneg, Zágráb en hungareg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Kroatia. E 2008 e oa annezet gant 786 200 a dud (war-dro 1,2 milion en tolpad-kêrioù). Emañ war ribl ar stêr Sava, 122 m a-us live ar mor.
Emañ Zagreb e mervent plaenenn Pannonia hag e kroashent an hentoù etre Kreiz Europa ha Mor Adria. Ar gêr vrasañ eo e Kroatia hag ur greizenn armerzhel ha sevenadurel a bouez eo evit ar vro.
Distrigoù
17 distrig (kroateg : gradska) a zo e Zagreb:[1],[2]