Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Stato Plurinacional Bolivia (spagnoleg) Wuliwya Suyu (aymareg) Bulibiya Achka Nasyun Mama Llaqta (ketchwaeg) Tetã Blúrinasionál Volívia (gwaranieg)
Bolivia (aymareg: Wuliwya, ketchwaeg: Bulibiya), ent-hir Stad Liesvroadel Bolivia, a zo ur vro eus Amerika ar Su; kêr-benn: Sucre (aymareg: Sukri, ketchwaeg: Chuqichaka), sez ar gouarnamant: La Paz (aymareg: Chukiyawu, ketchwaeg: Chukiyapu).
Demografiezh
60% eus ar boblañs zo indian, pegementad brasañ ar broioù suamerikan.
Hervez ar vonreizh, en he mellad 5, eo ofisiel ar yezhoù-mañ: spagnoleg kastilhanek, Aymara, Araona, Baure, Bésiro (Chiquitano), Canichana, Cavineño, Cayubaba, Chácobo, Chimán, Ese Ejja, Guaraní, Guarasu’we, Guarayu, Itonama, Leco, Machajuyaikallawaya (Kallawaya) , Machineri (Machiguenga), Maropa, Mojeño-Trinitario, Mojeño-Ignaciano, Moré, Mosetén (Tsimane'), Movima, Pacawara (Pacahuara), Puquina, Quechua, Sirionó, Tacana, Tapiete, Toromona, Uru-Chipaya, Weenhayek (Wichí Lhamtés Nocten, Wichí Lhamtés Vejoz), Yaminawa, Yuki, Yuracaré ha Zamuco (Ayoreo). Rankout a ra gouarnamant Bolivia hag ar gouarnamantoù departamantel ober gant div yezh da vihanañ bep tro, ar gouarnamantoù emren, hag a bled gant tachennoù bihanoc'h, a rank-i ober gant div yezh ivez, ar c'hastilhaneg o vezañ unan anezho.
Tregont yezh indianek a zo bet degemeret en deskadurezh a-skoaz ar spagnoleg e 1994.