A-orin engenidik, europat hag afrikan eo ar boblañs. Ar c'hastilhaneg eo ar yezh kehentiñ, met miskitoeg, ramaeg, sumoeg hag ar c'hreoleg limonese (ur c'hreoleg saoznek e ziazez geriadel) eo ar yezhoù a vez komzet gant an henvroidi.
Unan eus paourañ broioù Amerika eo Nicaragua. Hervez Programm Diorren ar Broadoù Unanet emañ 48% eus ar boblañs dindan treuzoù ar baourentez[1]. 15% eus an PDK ha 60% eus an ezporzhioù a ya gant al labour-douar. Ezporzhiet e vez kafe ha kig-bevin dreist-holl. Emañ an touristerezh o kreskiñ.