406 750 km² eo ar gorread anezhi. 6 347 884 annezad e oa e 2005. Asunción eo ar gêr-benn.
Istor
Politikerezh
Dilennet eo bet Fernando Lugo da brezidant ar republik e 2008, gant 41% eus ar mouezhioù. Ar partido colorado (tu-dehoù) en doa bet ar galloud e-pad 61 bloaz. E 2013 eo bet dilennet Horacio Cartés eus ar partido colorado.
Departamantoù
Rannet eo Paraguay e 17 departamant, gant ur statud dibar d'ar gêr-benn.
Douaroniezh
Skeudenn loarell Paraguay.
Ar Cerro San Rafael eo beg uhelañ ar vro, gant 850 metr uhelder.
94 % eus ar boblañs a gomz guarani. 39,2% zo unyezhek guarani, 48,9% zo divyezhek guarani-kastilhaneg ha 2,7% a gomz ur yezh indian all gant ar guarani evel eil yezh a-wechoù.