Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.
Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar.
Perzhioù
Perzhioù fizikel
Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur soludkristalinek, dezhañ ur frammadurdiñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.