Kêr-benn Bosnia-ha-Herzegovina eo Sarajevo (kirillek : Сарајево). E 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, ha 555 210 er veurgêr. E kreiz ar Balkanoù emañ hag ur pouez ekonomikel, arc'hantel, sokial ha sevenadurel he deus er rannvro-se eus Su Europa. Anavezet eo hiziv hon deiz evit he buhez sevenadurel, dreist-holl en dudi, er mediaoù, er giz hag en arzoù.
Hervez niveradeg 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, 419 957 en tolead kêr, ha 555 210 er veurgêr.
Lesanvet eo bet Sarajevo "Jeruzalem Europa" abalamour d'he lieseurted kenelel ha relijiel.
Istor
Tud zo o chom eno abaoe an Neolitik. En em ziazezañ a rejont ar Slaved eno er VIIvet kantved. E 1461 e oa dibabet ar gêriadenn Brodac gant ar gouarnour otoman kentañ evit sevel ur gêr nevez : Sarajevo.
E 1878 e voe an Aostrianed mestr war Bosnia. Drouklazhet e voe an arc'hduk Franz Ferdinand Aostria hag e wreg Sofia Chotek e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ, anavezet eo an darvoud-se evel Gwalldaol Sarajevo. Savet e voe Yougoslavia, ur stad sokialour, e 1929. D'an 2 a viz Ebrel 1992 e voe kelc'hiet ar gêr gant an nerzhioù serb, ha lakaet ar seziz ganto war ar gêr betek miz Ebrel 1995.