Heiz (Hordeum vulgare) zo un ed implijet dreist-holl evit ar magadurez, ha d'ober malt. Ur blantenn eus ar c'herentiadPoaceae eo. Gant 560 000 km² ez eo ar pevare ed gounezet ar muiañ er bed[1]. Dont a ra diwar an heiz gouez (Hordeum spontaneum) ha diploid eo eveltañ. Dre ma c'hall an daou spesad parañ an eil gant an egile e vezont alies gwelet evel daou isspesad. An disheñvelder pouezusañ etrezo eo rachis bresk ar stumm gouez.
↑(it) Saltini, Antonio (1996). I semi della civiltà. Frumento, riso e mais nella storia delle civiltà umane. Firenze : Nuova Terra Antica, 1996, 2010 (ISBN 978-88-96459-01-0)